Poulzadoù merzhet e par ar c'hefioù gwazhiennel bras, ent dibarek gwazhienn ar c'herc'henn.
Flakadur bonan gwazhienn ar c'herc'henn e-doug ar sistol kofig. Klotañ a ra gant ar c'hleuz x eus ar wazhienndresenn ha devoudet eo gant suc'hadur ar gwad gwazhiennel er c'hentez dehou, pa vez desachet an trapig tribroudek war draoñ gant an argrezad kofig (sl. eus ar wazhienndresenn ha devoudet eo gant suc'hadur ar gwad gwazhiennel er c'hentez dehou, pa vez desachet an trapig tribroudek war draoñ gant an argrezad kofig (sl. pouls jugulaire).
Poulzad kerc'hennel goubred d'ar sistol kofig. Arsellet e vez er skorted tribroudek a gevaraez distro ar gwad d'ar c'hentez ha goude d'ar gwazhiennoù kav.
Gwask ar gwad er gwazhiennoù. — ar gwask gwazhiennel trobarzhel muzuliet dre ezwanañ ur wazhienn eus pleg ilin ar gouzrec'h gourvezet a vez gavaelet ent reol etre 3 ha 12 cm dour. — Ar gwask gwazhiennel kreiz zo an hini, muzuliet dre gateteriñ, a vez o ren er c'hentez dehou hag er gwazhiennoù kav e-kefin an difourkoù anezho.
Difourk ezreol, er galon, er gwazhiennoù skevent ha kav, diwar un diouer diorreadur rizhellel eus ar galon hag eus ar gwazhied. — 1° Un pe lies gwazhienn a 'r skevent (Gl. Retour veineux pulmonaire anormal Br. distro ezreol eus gwad ar skevent Sz. anomalous pulmonary venous drainage) a zinaou er c'hentez dehou, er wazhienn gav uhelañ, er wazhienn vrec'h-penn kleiz, en ur wazhienn gav uhelañ kleiz pe er wazhienn gav izelañ (sl. cimeterre : syndrome du ∼ ) : ezreolder diouzañvet mat peurvuiañ, nemet e tizhfe holl wazhiennoù ar skevent ; ur c'hehentad etre-kentezoù a vez kevredet alies. — 2° Triel, pevarel eo ar gwazhiennoù kav en o savlec'h reol, pe a zinaou er c'hentez kleiz pe er god kuruner.
Gwazhienn walennek loet e-kichen ribl araok al lersae, en ank kanevedenn-kornsae o teoueriañ dourenn al lagad.
Seurtad kehentad etrekentezoù uhel, ar ribl uhelañ anezhañ o vezañ en arun gant frankaenn ar wazhienn gav uhelañ, kevredet gant un distro gwazhiennel ezreol, an holl pe un darn eus gwazhiennoù dehou ar skevent o tifourkañ er c'hentez dehou pe er wazhienn gav uhelañ.
A-zave d'ar gwazhiennoù.