C'hoarvezadur trumm un anadenn gleñvedel ; en teir yezh ez eus un torkad termenoù damheñvelster, digemmet gwech dre un arliv, gwech dre ar boaz, sk. : barr urloù, barrad astma, kaouad paz, gwaskad divilhennfo, h.a..
Gwaskad gourlemm grevus diwar ur frapad gwadusvec'h tiroksin o c'hoarvezout e-kerz kleñved Basedow da geñver un oberatadenn, ur pore pe ur skoedennezvenañ, naouus dre remortad an holl azonoù hag un angremm o tedreiñ, en ezvezañs mezegadur, betek ar fallezh, ar c'homa hag ar marv (sl. parabasedowien : syndrome ∼ ).
1 Kemmadur trumm e stad ur c'hlañvour, diougan ar pare hogos bepred : diskenn a-daol eus ar gwrezverk, ustroazh, usc'hwez. 2 Darvoud anaezel trumm, anezhañ peurliesañ erzerc'had spanaennek ur c'hleñved henek : barr c'hweliñ (Gl. crise de vomissements), barrad anfiñvel (sl. akinétique : crise ∼ ), barrad astma (sl. asthme), barrad droukfell (sl. épilepsie), gwaskad divilhennfo (Gl. crise d'appendicite), gwaskad kalon (Gl. crise cardiaque). 3 Prantad dedreiñ bonan a-geñver gant an oad : eizikvan an dizonañ (Gl. crise de sevrage), eizikvan ar c'hrennoad (Gl. crise d'adolescence), eizikvan c'hourevel (sl. andropause), eizikvan venevel (Gl. âge critique, ménopause) (sl. accès, attaque).
Azoniad o tarvezout a-vareadoù, naouus dre c'hweladoù ha darc'hoaladoù bestlek, kevret gant kernad ha tizhadur ar stad hollek.
Barr laur brevus en argreuzenn, gant c'hweladoù dizehan, e-doug un nebeut devezhioù, o teraouiñ hag oc'h echuiñ trumm ; dilaur e vez ar stomok etre ar gwaskadoù ; anaez o tarvezout gant gouziviaded an tabez.
Barr migañ gant damvougadur ar vouezh hag ar paz, kinnig vaganiñ hag a-wechoù kouezhañ, o tarvezout e-kerz an tabez (sl. ictus laryngé).
1 Barrad laurioù c'hwezhigell ha kan troazh gant an dabezeion. Tu zo ivez d'ober gant troazhenn pe termenoù skeudennel evel struilhad troazh, diloc'h troazh. 2 Ustroazh rust o tarvezout e dibenn kleñvedoù 'zo (skeventfo, da skouer).