Andigor gwask ar c'hef a-skevent, an teir sac'hell, kempeget, o vont d'ober ur stiv stirek.
Teskad ar strafuilhoù o c'hoarvezout en eurvezhioù goude gwaskadur kreñv ha hirbad un pe lies ezel pe ul lodenn eus ar c'horf, diwar marvennad ledek ar c'haherioù, o tevoudañ skorted lemm al lounezhi, marvus alies.
C
Kehent etre an treizher hag ar stomok, loet e lodenn uhelañ ar c'hrommadur bihan.
Gwerzhad keitat ar gwask talmerel lerc'hwezet ent valeadel ; ditouriñ a rafe an destrizh gwerc'hek o sammañ ar reizhiad kalongwazhiedel (sl. MAPA).
Le terme de gradient horizontal de pression désigne un vecteur perpendiculaire aux isobares, dirigé vers les hautes pressions et dont la valeur est dP/dl (dP : différence des isobares en pascals ; dl : distance séparant les isobares en mètres).
Ar c'herienn diri gwask diazremm a arouez ur sturiadell a-serzh d'ar c'heitwaskennoù, durc'haet d'ar gwaskoù uhel ha dezhi ar werzhad dP/dl (dP : diforc'h etre div geitwaskenn dewerzhet dre baskaloù ; dl : pellder etre an div geitwaskenn dewerzhet dre vetroù).
Keñver etre ar gwask talmerel a-sistol muzuliet e par an ufern ouzh an hini muzuliet e par ar vrec'h, sellet evel reol etre 0,55 ha 0,90 ; dindan 0,55 evel azonus d'ur skorted talmerel en izili traoñ.
Kalvezder evezhierezh gwask ar gwad dre hent muzuliadennoù arreet graet er-maez eus ar metoù mezegel, ospitalel pergen, war ur gouziviad dezeset warnañ un trevnad gwaskventer lerc'hwezer (sl. blouse blanche : effet ∼ ).
1 Unan eus peder strishaenn kavenn ar fri, etre speur ar gavenn hag ar grogen draoñ (ode draoñ ar fri), ar grogen grenn (ode grenn ar fri), ar grogen grec'h (ode grec'h ar fri), hag etre ar grogen grec'h hag ar grogen uc'hañ (ode uc'hañ ar fri). 2 Igorenn ur ganol, sk. : gwask diavaez ar c'han troazh (TA ostium urethrae externum).
Grenn gweredet gant ar c'holloidoù, peurgetket gant ar proteinoù.
Pennrannoù arveret da aroueziñ strishâd ur furmadur neuziadurel gant ur furmadur pe furmadurioù all, sk. : avelenn gorndaget (Gl. pincement her-niaire) (sl. artère mésentérique : syndrome de l'∼, herniaire, pincement articulaire, Sébileau : signe de , herniaire, pincement articulaire, Sébileau : signe de ∼ ).
Gwask ar gwad war speurioù an talmerennoù trobarzhel, a luskell dizehan etre ur werzh uc'hek o klotañ gant ar sistol (gwask sistolel, gwask uc'hek) hag ur werzh izek o klotañ gant an diastol (gwask diastolel pe gwask izek). Dewerzhañ a reer ar gwask talmerel diwar-bouez ur talmerwaskventer pe un oskillometr.
Gwask ar gwad e talmerennoù al luc'hsae.
Gwask muzuliet e-ser kateteriñ kavennoù dehou ar galon ha talmerenn ar skevent, pa vez gennet beg ar sont en un dalmerennig skevent. Par eo ar gwask-se da hini gwazhied ar skevent ha da hini ar c'hentez kleiz. Ar gwask korrdalmerel keitat zo 5 mmHg. Ent ezreol, ar G.K.S. a vez uhel er c'halonnaouedoù kleiz (isvoll mintrek, diaez an diflistrañ pe skorted ar c'hofig kleiz) hag er c'halonnaouedoù ganedigel gant ur skoev kleiz-dehou uhelgas ha gant harzoù skeventel reol.
Gwask o ren er voull lagad o kevaraezañ tant ar speurioù anezhi. Devoudet eo dre vezañs dourenn al lagad er c'hambroù araok hag adreñv ar voull lagad. E vuzuliañ a reer diwar-bouez un tonometr : ar gwask bonan zo gavaelet etre 10 hag 20 mmHg hag uhel e vez gant ar glaokom.
(sl. oncotique : pression ∼ ).
(sl. osmose hag osmotique : pression ∼ ).
Darn ar gwask hollel diorreet gant an aezhenn-se er meskad aezhel pe liñvel : Gd = Gh × % (Gd = gwask darnel, Gh = gwask hollel, % feur an aezhenn desellet er meskad, eleze he rann volel). Er c'hempouez, gwask darnel an aezhenn en arvez liñvel zo par d'ar gwask darnel anezhi en arvez aezhel. Bec'h an aezhenn er meskad liñvel a jeder dre an daveadur : B = D × Gd gant B = bec'h an aezhenn, D = dileizhadusted an aezhenn ha Gd = gwask darnel an aezhenn. Gd gant B = bec'h an aezhenn, D = dileizhadusted an aezhenn ha Gd = gwask darnel an aezhenn.
Gwask ar gwad er gwazhiennoù. — ar gwask gwazhiennel trobarzhel muzuliet dre ezwanañ ur wazhienn eus pleg ilin ar gouzrec'h gourvezet a vez gavaelet ent reol etre 3 ha 12 cm dour. — Ar gwask gwazhiennel kreiz zo an hini, muzuliet dre gateteriñ, a vez o ren er c'hentez dehou hag er gwazhiennoù kav e-kefin an difourkoù anezho.
Nerzh o werediñ war an unanenn c'horread : P=F/S..
Benvegad an trapigoù a-skevent, naouus dre un isdigor eus ar gwask. Neuz ar strishaenn zo peurliesañ ur gouc'hell vouk pe stirek, tro e argein ouzh kef an dalmerenn a-skevent, en he c'hreiz un igorad enk pe enkoc'h, forzh nemeti da ziflistr ar c'hofig dehou. Seurt isvoll a zec'han usteñv ar c'hofig dehou. Kuret e vez dre an trapigenbenañ a-skevent pe a galon serr (Oberatadenn Brock), pe a galon digor dindan skoevredad.
Doare da zitouriñ un ec'honad aezhel a seller evel reolat ar gwrezverk hag ar gwask o ren ennañ (0 ∘ C ha gwask muzuliet gant an aerwaskventer leiaet eus 47 mmHg) ha ma 'z eo sec'h an aer.
1 Nerzh dre unanenn c'horre e Pa (pascal) — 1 N/m 2 —. Er vezekniezh e vez graet gant un unanenn all evit dewerzhañ ar gwaskoù talmerel, sistolel, diastolel, enboullel : ar mmHg, 1 mmHg = 133,322 Pa. 2 An tennder zo un nerzh — dewerzhet e N enta — o werediñ e par gwiskadoù gorre al liñvennoù pe e par speurioù ur gavenn, evel nerzh herzel ouzh an aezhennoù pe al liñvennoù endalc'het enni. 3 Ar barr tredan — an tredanvarr — a vez dewerzhet e V (volt). Ar gremm dedaolet gant ur red tredan 1 A en un eilenn o kouezhañ eus 1 V zo par da W = U×II×t = 1t = 1×11×1 = 1 J (joule). Pezh a ro tu da zespizañ ar barr tredan evel ur gremmder tredanel : U = W / It = W / Q, da lavarout eo : 1 V = 1 J / 1 C (C, coulomb unanenn dredanad).1 = 1 J (joule). Pezh a ro tu da zespizañ ar barr tredan evel ur gremmder tredanel : U = W / It = W / Q, da lavarout eo : 1 V = 1 J / 1 C (C, coulomb unanenn dredanad).
Gwask ar gwad oc'h amredañ en talmerennoù. Uheloc'h eo er gwazhied bras hag er re nes d'ar galon. War gemm emañ hervez prantadoù ar c'halongor, uhelaat a ra e-kerz ar sistol ha tremen dre un uc'hegenn (gwask sistolel pe uc'hek (sl. pression artérielle).
A-zave d'ar gwask el liñvennoù bevel.