Bos war linenn diskenn ur poulzwezad pe ur gwaskwezad talmerel, oc'h erzerc'haat disvann ar wagenn sistolel ouzh an trobarzh talmerel ; pa deutaer ar poulz, ent vonan ne verzher ket an disvann ; muiaat a ra hemañ avat gant an derzhienn hag ar biz a sant ur poulz daoulamm ; komz a reer neuze eus poulz dikrotek hag eus dikrotegezh.
Er c'halonvarrwezad, dislank diauc'h argeinek eus an arroud ST o teraouiñ war varr-diskenn ar wagenn R hag oc'h enbollañ ar wagenn T a-zarn pe abezh, erzerc'had kentañ eus angwazhiad ar c'haher kalon ; padout a ra un nebeut eurvezhioù ha reiñ lec'h d'ar wagenn gurunerel (sl. courant de lésion, Pardee : ondes de ∼ ).
Gwagenn a 'r c'halonvarrwezad stadet da geñver an iswrez vuiek, o tennañ he anvad eus he loadur er junt etre QRS ha T, anezhi un uslivead an arroud ST argeinek war grec'h, oc'h enbollañ darn diwezhañ ar wagenn herrek.
L'océan répond à la force génératrice de la marée variant au rythme du passage des astres par une onde de marée qui a la même période et qui, en se propageant, provoque le phénomène de marée tel qu'il est perçu.
Ouzh an nerzh o tec'han ar mare hag o kemmañ diouzh korvez an astroù, ez erwezh ar meurvor dre ur wagenn vare dezhi an hevelep trovezh hag a zelusk, o treledañ, an anadenn vare a stader.
1 Anadenn froumel o treledañ, sk. : ar stenwag (Gl. o. acoustiques pe sonores), eus ar froum treloc'hel etre 16 000 hag 20 000 Hz talm, ar g. hertzel (Gl. o. hertziennes), g. dredanwarellel dreist 0,2 mm trohed. 2 Elfenn en ur c'hevregad tredanvarrwezadel, sk. : g. P (Gl. o. P), o verkañ argrezad ar c'hentezoù, g. war gouc'h (sl. onde en dôme), h.a., g. garotidresennel (sl. carotidogramme), sk. : g. anacrotek (Gl. o. anacrote), uheladur al linenn askennus, arouez isvoll ar gwask aortek, h.a.
Gwagenn wask pellennek dewerc'het dre araezadoù tredanliñvrenel, gwasktredanel, tredanwarellel, usstenioù (sl. lithotritie).
Arhent sinuzoidel en araez da vezañ gouluzet.
(sl. électrocardiogramme).
Tachad aer voustret o tont a-raok ar saezhelloù (tarzhioù obuz), o treuzkas d'ar bevedeg an aerstroñsad devoudet gant ar bloskad, a se anafoù flugezel hep anafoù an amwiskadoù (sl. onde de choc, blast injury, blessure par souffle, accident du souffle).