Ezvezañs kederwezh etre gwadoù daou c'houzrec'h en doare ma c'haller treuzskuilhañ gwad an eil d'egile hep ma ve dazgludet hemati ar roer gant plasma ar roadour.
Amprouad renet ouzh gwele ar gouziviad evit gwiriañ kempadusted gwadoù ar roer hag ar roadour, anezhañ meskañ war ul lavnenn ur berad eus plasma ar roadour gant ur berad eus gwad ar roer ; e tro un digempad A, B, O, e c'hoarvez dindan 4 pe 5 munud un dazgludadur merzhadus d'ar sell diglav.
Keñver etre daou c'houziviad hevelep ma ne c'haller treuzskuilhañ gwad an eil d'egile hep delankañ darvoudoù, peurliesañ peogwir e vez dazgludet ha loezet hemati ar roer gant an antikorf keñverek bezant e gwadveiz ar roadour, dibaotoc'h peogwir e vez e-barzh plasma ar roer antikorfoù en araez da zispenn hemati ar roadour (sl. agglutinine, compatibilité sanguine, donneur universel dangereux, groupes sanguins, histo-incompatibilité, système HLA).