Ikter oc'h anadiñ un nebeut eurvezhioù goude ar c'hanedigezh, kevret gant koeñvadur an avu hag ar felc'h, morvor, gwadliñvoù, amwad hag eritroblastoz, o tedreiñ d'ar marv hogos bepred ; ur furm eo da gleñved gwadloezadel an nevezc'hanidi.
Azoniad naouus dre un ikter, anadennoù nervel (morgud ha koma da heul), gwadliñvoù ha daralladur don ar stad hollek gant iswrez, dedro herrek d'ar marv ; eilvedel e c'hell bezañ d'ur pore (leptospiroz iktergwadliñvel, terzhienn velen, tifoid, gwadlestegezh, h.a.), d'ur pistriadur (fosfor, amanit falloidel, halotan, h.a.), d'ur c'hleñved avu (avufo viruzel, avufo rurek pergen) ; erzerc'haat a ra un isvent melen lemm an avu (Gl. atrophie jaune aiguë du foie) (sl. hépatite fulminante).
Anaez grevus e dianlen ur gloazad gant tud a vez dre vicher o tornata kelanoù loened ; deraouiñ a ra dre un impetigo nebant el lec'h enkorañ, heuliet trumm gant un dispuilhad gloevennoù war blakadoù eritematus, tra ma falla ar stad hollek ha ma tarvez peurliesañ ar marv.
Angougemer klok ouzh ar bouedoù sonnel pe liñvel gant ur peuranilboued o tevoudañ un disvezhur herrek, o tarvezout gant maouezed brazez 'zo e - doug an trimiziad kentañ, dindan delanvadoù diseurt.