Protein endalc'het e-barzh greunanoù ar pladanoù ; pa vez dilaosket e plasma ar gwad ez aesa da gaoulediñ ar gwad hag e kevaraez ar c'hleizennañ dre vuanaat emrannerezh ar c'helligoù ; an un protein eo a ve kiriek da neridigezh ar c'helligoù kankrek.
Hormon polipeptidek gouzerc'hvelat oc'h enteiñ er c'hougorfenn dre ar founilh hag o fraouaat borc'hadur ar somathormon ; nes e ve dre e zelun d'ar prostaglandineier E.
Bommoù gwrester, kevret a-wechoù gant azonoù hollek, laurioù e talpenn an eskern, a-geñver gant kresk herrek an dud yaouank.
Le vent peut être variable (direction et force imprécises) ; mollissant (diminuant en force) ou fraîchissant (forcissant) ; tournant (dans un autre secteur) ou s'orientant dans une direction donnée.
An avel a c'hell bezañ hedro (diresis eo he roud hag he nerzh) ; war laoskaat (bihanoc'h he nerzh) pe war greñvaat (brasoc'h he nerzh) ; war dreiñ (o tont eus ur gennad all) pe war zurc'haat (o vont en ur roud all).