Termen savet gant René Spitz evit aroueziñ ur gouvid, heñvel a-walc’h ouzh diwaskadur an oadourion, o c’hoarvezout gant ar vabaned disrannet diouzh o mamm da c’hwec’h miz. Anaklitek amañ a ra dave d’ar roll gouskor na zeu ket al luzadoù-emgemmirout a-benn da c’hoari e-keñver al luzadoù revel dre an dic’hallus savelañ un darempred ouzh ergerc’henn. Koulskoude, laoskoc’h eget ar ster freudek eo an arver a ra Spitz eus an termen.
Gouvid o c'hoarvezout gant ar vabaned laosket en dienez vamm ; dec'han a ra un dilerc'hegezh vredloc'hadel hag azlammat war realezh an oad gour e rezh un diazveted kantaezel.
Skoulad a neuz velankolek o tarvezout goude an oad a bemont vloaz gant gouziviaded hep diagentoù gouvidel, naouus dre an enkrez, an dodennoù hipokondriak, ha peurliesañ dre ezvezañs an heudadur.
Azoniad bredel bezant en un niver bras a gleñvedoù, naouus dre izeladur an noa (tristez, enkrez, gwashaouriezh) hag an eniñv (asikted, fillidigezh), anyoul, heudadur bredel, gorregezh al loc'hañ hag an dezevout, prinded an hambout ; hervez lies diarsell e rummer ar gouvidoù : hervez o arbennelezh, e tiforc'her ar gouvidoù endeuat (Gl. dépressions endogènes), hêrezhel peurliesañ, hag ar gouvidoù erwezhiat (Gl. dépressions réactionnelles), da heul un daraez buhezel, ar gouvidoù dianargrad (Gl. états dépressifs postcommotionnels) goude un daraez klopenn, ar gouvidoù lodek en azonoù un naoued nervel (kleñved Parkinson, ateroskleroz an empenn) ; hervez an oad ma c'hoarvezont, e teskriver ar gouvidoù eizikvanel (Gl. dépressions climatériques) gant ar merc'hed hag ar baotred, ar gouvidoù rakkozhiadel ha kozhiadel (Gl. dépressions préséniles et séniles) ; hervez ar bredanaezioù ez int un arvez anezho, ar gouvidoù anrizhek (Gl. dépressions atypiques), sellet evel skizofrenek, ar gouvidoù neurozel (Gl. dépressions névrotiques), h.a. (sl. abattement, aboulie, anaclitique : dépression —, anxiété, contact, cyclothymie, inhibition, humeur, mélancolie, névrose, sthénie).