Preder
masculinitégourevelezh b. ― Geriadur an armerzh
Masculinité — féminité.Männlichkeit — Weiblichkeit.masculinity — feminity.gourevelezh — benevelezh. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Kevenebiezh en deus ar bredelfennerezh diskouezet e oa kalz kempleshoc’h eget ma kreder boas. An doare m’en em savlec’h ar gouzrec’h e-keñver e rev vevedel zo disoc’h anheulret un argerzh kenniñvek.

Pouezet en deus Freud war diseurtiezh ar c’hemeradurioù a zo d’an daouad termenoù-se hervez an domani bevedel, kevredadel, bredrevel. E dibenn dezrann, an devoudusañ evit intent ur real e-keñver an daouad gourevelezh-benevelezh eo an eriunelloù danlec’hiet n’eus nemet ar bredelfennañ evit o dizoleiñ.

Keal an divrevelezh, pa glaskfed pe merkañ dezhañ un diazez bevedel pe e zeveizañ e termenoù a hevelebiñ pe a savlec’hioù edipel, a glot gant an devoud ez eus e pep den ur c’hevandodiñ mui pe vui berzhek a dresoù gourevel ha benevel (sl. BISEXUALITÉ).

Ar bredelfennerezh a ziskouez ivez ne vez amparet ar gevenebiezh gourevel-benevel nemet en un trede lankad eus diorreadur an hinienn goude ma’z eo tremenet houmañ dre ar c’hevenebiezhoù oberiat-gouzañvat da gentañ, kastrel-spazhet da c’houde.

sex-ratiosex ratiogwezhiader g. gourevelezh ― Geriadur ar vezekniezh

Dregantad jedet evel-henn : niver ar ganedigezhioù gourevel war niver ar ganedigezhioù hollel (e Gl. e vez lavaret ivez taux de masculinité, ent resis). Menegomp ar feur gourevelezh, par da niver ar ganedigezhioù gourevel war niver ar ganedigezhioù benevel (en degouezh-mañ e klot ar Sz. sex ratio, ent resis).