Preder
gangrène gazeuse ou gazogène ou foudroyante, oedème malingas gangrene, gaseous or mephitic gangrene, emphysematous phlegmon, malignant edemabreinged goüs pe mouezhus pe klogorus, gouliñv g. yud, morfer g. goüs pe klogorus ― Geriadur ar vezekniezh

Rouestlad ar goulioù krouizek, diwar diñvidigezh ur bakteri anaerat (Clostridium perfringens, Clostridium septicum), naouus dre vreinadur ar gwiadoù, dilaosk aezhenn, daralladur ar stad hollek hag un dedro aloubus, marvus peurliesañ.

iléopathie segmentaire oedémateuse, entéropathie allergique, oedème segmentaire du grêle ◊ ◊ klunegennaoued g. hanrannel gouliñvus, klunegennaoued allergek, gouliñv hanrannel ar vouzellenn voan ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez allergek naouus ent neuziadurel dre goeñvadur gouliñvel un hanrann eus ar vouzellenn voan hag ar gandedenn anezhi, ent klinikel dre un antreizh pervez lemm, a bareer dre ur prederiadur histamindolc'her.

oedèmeoedema, SzAm. edemagouliñv g. ― Geriadur ar vezekniezh

Ensiladur levrus ar gwiadoù, peurgetket gwiad kenglenel ar goloadoù ; e par ar c'hroc'hen ez anad ar g. e rezh ur c'hoeñvadur dilaur ha hep ruzder, o terc'hel enlouc'h ar biz (pukad) ; e par ar flugez e teskriver lies azoniad oc'h entalañ ar gouliñv, sk. : g. ar skevent (Gl.  oe. pulmonaire) ; ur g. hollek eo an anazark (sl.  anasarque).

oedème cellulitique des membres inférieursrhumatismal oedemagouliñv remmel an izili traoñ ― Geriadur ar vezekniezh

Gouliñv kalet oc'h ensilañ ar rannbarzh us-ufern ha talbenn kein an troad o tarvezout gant arzfoeion goude ur regas kigennel pe un daraez.

oedème malinmalignant anthrax oedemagouliñv yud a 'r serk ― Geriadur ar vezekniezh

Darvoud deroù dibaot ar serk, o sezañ peurliesañ er malvennoù, a-wechoù en dremm, er bruched pe er vrec'h ; brasaat a ra herrek ha mont kalet, aloubet e vez ar c'hroc'hen gant filboc'hennoù o fregañ en ur leuskel ul liñvenn wadek hag o lezel war o lerc'h eskaroù leteñvel ouzh re ar vurbuenn yud (sl.  char-bon, pustule maligne).

oedème par carence ou de dénutritionnutritional oedemagouliñv mezhurel pe negezel ― Geriadur ar vezekniezh

Gouliñv hollek gant pe hep fennadoù el levrgennoù a stader er prantadoù dienez gant an dud diret d'un hanren digempouez ha diouerek ennañ ar c'hig hag an druzennoù ; kevredet e vez gant eldroazh, treutadur, gwanded hollek, istead kalon, amwad, usvec'h muiek an dour hag isvec'h ar protidoù er gwad ; anaez hemañ a reuzias a-vloc'h er c'hampoù prizonidi ha hangasidi da vare an eil Brezel bed.

oedème post-traumatique ◊ ◊ gouliñv diandaraez ― Geriadur ar vezekniezh

Gouliñv kalet kevret gant laurioù, andrafted, uswrez alies, kaheristeñv o tarvezout herrek goude un daraez, a ve a-geñver gant strafuilhoù damougek en nervreizhiad simpatek.

oedème printanier pulmonaire anaphylactique, bronchite allergique printanière ◊ ◊ gouliñv skevent darwalladel a 'r gwianten, bronkezfo g. allergek a 'r gwianten ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez a stader en nevezamzer, naouus dre un trec'hwezh, ur skrouediañ albuminek liv orañjez, un eleozinofil muiek er gwad, nivlennoù liesneuz hesteuz war skinlunioù ar skevent ; kiriek dezhañ eo ar c'hizidikaat ouzh pollen al lugustr hag al lore (sl.  Löffler : syndrome de ).

oedème pulmonairepulmonary oedemagouliñv skevent ― Geriadur ar vezekniezh

Ensiladur levrus ar skevent ; kemm a lakaer etre a) ar g. s. kalonien (Gl.  o.p. cardiogénique) o tarvezout dre ur wikefre wadloc'honiel (falladur ar galon gleiz o tec'han un uswask e korrwazhied ar skevent) ; b) ar g. s. anafel (Gl.  o.p. lésionnel) dre zarallad ar speur logigoù-korrwazhied (e-kerz skeventadoù diseurt : poreel, pistriel, h.a.) ; hervez an dedro e vez ar g. s. pe lemm (GSL, Gl.  oedème aigu pulmonaire, OAP), goulemm pe henek (sl.  détresse respiratoire de l'adulte, insuffisance cardiaque, membranes hyalines : maladie pe syndrome des , poumon de choc, poumon de choc).

phleboedèmevenous oedemagouliñv g. gwazhiennien ― Geriadur ar vezekniezh

Gouliñv e dianlen un diaezad en amred (teuc'helloù, gwazhiennfo).

Quincke : maladie ou oedème de ∼Quincke's disease or oedemakleñved pe gouliñv Quincke ― Geriadur ar vezekniezh

Seurtad linadell naouus dre ur gouliñv o tinodiñ trumm ha sezet war an dremm, ar gouzoug hag a-wechoù ar c'harloc'henn (ent dibarek er furm hêrezhel). Devoudet eo ar c'hleñved gant un erwezh a rizh darwalladel. Er furm hêrezhel, treuzkaset er mod aotozomek trec'hek, ez eus ur skorted eus ezniñver kedrann gentañ ar glokaenn vlivaet (C 1 ).