Teskad gwerzhadoù despizet a-did o talvout da beurwiriañ ur goulev dre ober stad eus an holl c'hoarvezusterioù hag an holl droioù arver ergrafet evitañ.
An un anv a roer ivez d'ar skor ma vez enskrivet ar gwerzhadoù-se.
Talvout a ra ar spletad arnod da gevrikaat ar goulev ha d'e wiriañ e-kerz e gorvoerezh.
Goulev deraouek o talvout, da geñver enluskadur un urzhiataer, da gargañ kraoñell ar reizhiad korvoiñ.
Mod enankañ/ec'hankañ ma rekiz pep eskemm ur span war-benn devoudañ dibun ur goulev oc'h erounit enankadur pe ec'hankadur ur stlennad elfennel.
Ganer en araez da ren emgefreek gwezhiadennoù digeriñ pe serriñ restroù, lenn ha skrivañ.
Gwezhiadenn renet e sell da zeraouiñ korvoiñ un urzhiataer.
Ensammañ ditour kentañ ar goulev gant an organoù gouleviñ.
Azasaat ur goulev danzeet evit un urzhiataer unkewerier diouzh an erounit anezhañ gant un ijinenn lieskewerier. An amkan eo goubarañ istrevnadoù en araez da vezañ erounezet a-zizalc'h.
Kalvezder a zo anezhañ imbourc'hiñ ar perzhioù jedoniel a-zalc'h ouzh an argemmennoù danzeet gant ur goulev war-benn dezren ent diasavel (eleze kuit a erounit) ha reizh eo pe get ar goulev.
Treol savet evit un ijinenn lavaret, eleze skrivet en un areg naouaet gant an ijinenn.
Sl. [microprogramme]
Sl. [amorce : programme &]
Goulev en araez da seveniñ war un ijinenn un arload skrivet evit un ijinenn all a rizh disheñvel.
Goulev o talvout da enskrivañ er bennvemor pe en advemor ar gwerzhioù ret da voulc'hañ un arload.
Goulev perzhiat er reizhiad korvoiñ, o talvout da greskiñ gallusterioù diazez an ijinenn. Dindan an anv rumm-se e renker an holl c'houlevioù ardeiñ, ar mezarc'hioù, ar goulevioù treuzodiñ, h.a.
Goulev o talvout da wiriañ arc'hwelerezh mat organoù un ijinenn ha da zinoiñ ar falladurioù.
Goulev lerc'hwezet e-barzh memor un ijinenn.
Goulev amkan skrivet en areg ijinenn.
Goulev a c'haller erounit hep e dreuzodiñ, nemet e rekiz un dewezhier. En eneb, ur goulev da gempunañ pe da guntellañ a ranker treuzodiñ en areg ijinenn kent an erounit.
Goulev o tisoc'h eus an treuzodiñ.
Goulev a c'haller treuzdougen war ul load disheñvel diouzh an hini ez eo bet ergrafet evitañ hep ma ve daskemmadoù bras.
Goulev adenankus en araez d'en em c'hervel e-unan.
Goulev a c'hell bezañ rannet etre lies argerzh en ur ser, daoust ma n'eus nemet un enskrivad anezhañ bezant er vemor evit an erounit.
Goulev kadavet er bennvemor hag erounezadus raktal. Peurliesañ ez eus anezhañ ur parzh (gwrizienn) eus ur goulev a vent vras.
Goulev oc'h adwiskañ e stad derou evit kevaraezañ un erounit nevez.
Goulev da vezañ treuzodet evit an erounit.
Goulev a zo ennañ ennegoù daveel e-keñver un diazez. Pa vez dilec'hiet - treuzkludet - eus an advemor d'ar bennvemor, e vez daskemmet an enneg diazez hep ma ve kemmet an ennegoù daveel skrivet e-barzh ar goulev.
Sl. [mémoire virtuelle]
Sl. [programme résident]
Parzh eus ur goulev bet troc'het e skourroù war-benn ar gourloañ.
Kempennad an ditouroù diseurt a ya d'ober ur goulev o lakaat a-wel an treugoù erounit gallus diseurt.
Goulev o talvout da dremen eus ur goulev tarzh d'ur goulev amkan.
Sl. [information utilitaire ▼] [programme de service &]