Preder
charge : épreuve de ∼, test de tolérancetolerance testprouad bec'hiañ, prouad gougemer ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad arc'hwelel a zo e amkan studiañ kennevid un danvezenn goude diounit dre euvriñ pe dre sankañ un doenad savelet anezhi ; hervez an danvezenn diounezet e komzer eus prouad ar glukozvec'hiañ (Gl.  épreuve d'hyperglycémie provoquée), prouad ar fruktozvec'hiañ (Gl.  épreuve de charge du fructose), h.a..

fructose : épreuve de charge au ∼fructose intolerance testprouad g. gougemer ar fruktoz ― Geriadur ar vezekniezh

Imbourc'h embreget evit diournat an enzimanaezioù o tizhout kennevid ar fruktoz, anezhañ ober euvriñ 30 g fruktoz dre m2 gorread korf ; gant ar gouzrec'h bonan ne gemm nemeur ar gwadvec'hioù glukoz ha fruktoz ha n'eus fruktozegezh na glukozegezh troazh ; pa vez angougemer hêrezhel ouzh ar fruktoz, e sav a-dizh ar gwadvec'h fruktoz hag e tiskenn goude un eurvezh, tra ma vez ur gwadisvec'h glukoz brevus.

hyperglycémie provoquée : épreuve de l'∼, test de tolérance au glucoseglucose tolerance testprouad g. ar glukozwadvec'hiañ, prouad ar glukozvec'hiañ, prouad gougemer ar glukoz ― Geriadur ar vezekniezh

Dezventadurioù daskoulzet ar glukoz er gwad goude ebarzhiñ (dre euvriñ pe dre sankañ engwazhiennel) ur c'hementad glukoz lavaret ; gant an diabeteg e vez brasoc'h ha padusoc'h muiadur ar glukozwadvec'h (hemañ dreist 2 g/l goude euvriñ 75 g glukoz) ; soliusoc'h eo hent ar wazhienn pa dremen hebiou da ziasurderioù ar c'hoaz-hañ.

hypervitaminémie A provoquée : épreuve de l'∼vitamin A tolerance testprouad ar gwadusvec'hiañ vitamin A, prouad gougemer ar vitamin A ― Geriadur ar vezekniezh

Araezad arveret evit studiañ kennevid an triglikeridoù : dezventet e vez ar vitamin A er gwadveiz 3, 6 , 9, 12 ha 24 h goude euvriñ 500 000 unanenn a 'r vitamin ; hemañ, dileizhet e-barzh ar c'hilomikron, a vez suget en o ser gant ar pervez ha treuzkaset d'ar gwad ; kevreizh eo feur an triglikerid er gwadveiz da feur ar vitamin A (sl.  chilomicrons, hyperlipémie, hyperlipi-démie, vitamine A).

immunotolérance, tolérance immunitaire ou immunologique, paralysie immunitaireimmunological tolerancegougemer g. hangaeel, hangaec'hougemer g., hangaeliveriñ ― Geriadur ar vezekniezh

Diaraezded ur bevedeg oadour da zelankañ ur respont hangaeel pa vez keraezet gant un antigen boas da zec'han erwezhioù hangaeel ; diaraezded o tarvezout a) pe da heul enkoradur an antigen e deizioù kentañ ar vuhez, eleze d'ur mare ma vez divarrek ar bevedeg da hangaeañ, ken e c'hougemer, da c'houde, an antigen evel pa vije lodek en e wiadoù, b) pe, gant an oadour, da heul ur mezegadur hangaeastaliñ hag e se un argerzh herouezañ hangaeel, c) pe da heul sankadur an antigen a zoenadoù paoterek pe, en eneb, boc'hedel (sl.  facilitation immunitaire, immunodépression, intradermo-réaction, tolérogène).

lactose : test de tolérance au ∼lactose tolerance testprouad gougemer al laktoz ― Geriadur ar vezekniezh

Pa vez un den bonan, e bervez o vorc'hañ reol al laktaz, oc'h euvriñ 1 pe 2 l laezh, e sav dreist 2 g/l e wadvec'h glukoz, endra chom izeloc'h ar feur-se e tro un isvorc'h laktaz, eleze un angougemer laktoz.

seuil de tolérancegourin gougemer ― Geriadur ar jedoniezh
tolbutamide : test de tolérance au ∼intravenous tolbutamide testprouad g. gougemer an tolbutamid ― Geriadur ar vezekniezh

Studi ar glukozwadisvec'h dec'hanet dre ensinkladur engwazhiennel 1 g tolbutamid (DCI) (sulfamid glukozwadisvec'hius). Gant ar gouzrec'h bonan, a-benn 30 min, e leia ar glukozwadvec'h eus 0,50 g (pe 2,8 mmol) dre litr ; gant an diabeteg e leia nebeutoc'h (0,20 g pe 1,1 mmol ent keitat), hogen digreskiñ a ra hiroc'h (ouzhpenn 90 min). Anfeleun ha dispredet eo ar prouad-se.

tolérance(à un produit) gougemerusted b. ; gougemer g. ― Geriadur an armerzh
  • test de tolérance prouad gougemer
  • (techn., dans les dimensions) aotrevarz g. -ioù
  • (informatique) tolérance aux pannes heptreugañ chanadoù ; gougemer chanadoù
  • (général) gouzañv g. ; gouzañvusted b.
tolérancetolerancea) gougemer g., b) aotrevarz g.-où ― Geriadur ar mediaoù
tolérancetolerancegougemer g., gougemerusted b. ― Geriadur ar vezekniezh

Barregezh ar bevedeg da ziouzañv hep gwered diaezus diounezadoù danvezennoù kimiek pe mezegadurioù dre wezherioù fizikel. Gant al lostger - usted e vuker al live gougemer, ar pennanor o verkañ un ober.

tolérance à l'héparine in vitro : test de ∼Waugh-Ruddick testprouad g. gougemer ouzh an heparin in vitro ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad oc'h andalañ, in vitro, kaouledusted vloc'hel ar gwad. Lizh da J.-P. Soulier : “Ar prouad a c'hoarvez a vuzuliañ padoù kaoulediñ pevar standilhon 0,5 mL an un plasma oksalatet hag adrazekaet e diraez a) 0 ; b) 0,3 ; c) 0,7 ha d) 1 unanenn heparin dizolc'het e 0,1 mL dileizhad kengrennek”. Azdodiñ heparin a laka an dazgwered da vezañ kizidikoc'h dre c'horrekaat ar buanez kaoulediñ ha dre greskiñ ar forc'hadoù etre ar gwerzhadoù bonan hag ar re gleñvedel. An kez pad, keñveriet atav ouzh hini ur plasma test a verra e degouezh tromboz, a hira e degouezh olpladanoù ha, dreist holl e degouezh hemofiliezh. Ar prouad a gevaraez heuliañ disoc'hoù ar mezegadurioù enepkaoulediñ.

tolérergougemer ― Geriadur ar jedoniezh
tolérer, tolérancegougemer ― Gerva an drevoniezh