Danvezenn o tec'han ar goiñ ; enzimoù eo an darn vuiañ eus ar goelloù, dedaolet lod anezho gant korrvevedegoù (sl. fermentation, levure).
Enzim o tisoc'h diwar gengediañ an ester fosforek, ar flavin (vitamin B₂) hag ur protein, dezouger hidrogen, gantañ ur roll a bouez e kennevid kelligel ar glukid.
Oksidaz ennañ houarn a ve e roll, en analañ kelligel, blivaat an oksigen hag e dreuzdougen d'ar c'hitokrom.
Meskañ gant ul loa goad un dasennad vleud ha dour melar klouar (eleze ankloret), war-benn kaout un toaz na re liñvel, na re fetis, gwak a-walc'h avat evit ma emzistagfe eus al loa a-dammoù, hep redek. E lakaat en ur girin ha goleiñ gant un asied pe ur serviedenn. Lezel da c'hoiñ e-pad tri devezh en ul lec'h klouar (etre 20 °C hag 25 °C). Ar goell a rank bezañ ur c'hwez trenkik ha plijus gantañ, ha klogorennoù e-leizh ennañ (e ken kaz ma ve louedet un tammig, tennañ ar gorre ha kenderc'hel evel da heul). War-lerc'h tri devezh, ouzhpennañ bleud ha dour klouar, un nebeudig. Meskañ ha lezel da c'hoiñ war-dro daou zevezh c'hoazh. Prest eo neuze ar penn. Dav e vo e azbevaat – e vagañ – evit prientiñ ar goell a vo lakaet en toaz da sevel.
Seurtad trezouger amparet gant ur c'hromozom eus Saccharomyces cerevisiae ma 'z eo bet entoet an DNA a glasker kloniñ. Ar c'halvezder-se a gevaraez kloniñ tammadoù bras DNA.