Preder
glucoseglukoz g. ― Geriadur ar geginouriezh
glucoseglukoz g. ― Geriadur ar gimiezh
glucoseglucoseglukoz g. ― Geriadur ar vezekniezh

Sukrenn eeun, anezhi un heksoz (Gl.  hexose), eleze c'hwech atomenn garbon oc'h ober he molekul ; bezant eo an D-glukoz pe dekstroz (Gl.  dextrose) er frouezh hag er gwad, pennañ mammenn c'hremm ar bevedeg eo.

glycémieglycaemiagwadvec'h g. glukoz, glukozwadvec'h g. ― Geriadur ar vezekniezh

Feur ar glukoz er gwad ; er gouzrec'h bonan war yun e vez ar g. etre 3,9 ha 5,6 mmol/l (etre 0,50 ha 1,10 g/l) ; dindan 3,9 mmol/l e komzer eus gwadisvec'h glukoz, glukozwadisvec'h (Gl.  hypoglycémie), dreist 5,6 mmol/l eus gwadusvec'h glukoz, glukozwadusvec'h (Gl.  hyperglycémie) (sl.  diabète sucré).

glycorachieglycorrhachiakeinvec'h g. glukoz, glukozkeinvec'h g. ― Geriadur ar vezekniezh

Feur glukoz el livenn benn-kein, reol etre 2,8 ha 4,2 mmol/l.

glycosurieglycosuria1 troazhc'hlukozegezh 2 troazhvec'h g. glukoz, glukoztroazhvec'h g. ― Geriadur ar vezekniezh

1 Bezañs glukoz en troazh. 2 Feur glukoz en troazh.

hyperglycémiehyperglycaemiagwadusvec'h glukoz g., glukozwadusvec'h g. ― Geriadur ar vezekniezh

Reñver feur ar glukoz er gwad ; e stadañ a reer ent tremeniat goude ar predoù dre zelanvad danvezennoù evel an adrenalin, e stadoù kleñvedel 'zo (terzhienn, skoedusvorc'h ha dreist holl diabet) ; sellout a reer evel gwadusvec'hiek ar feurioù dreist 1,40 g/l (7,8 mmol/l) ; e 1999 e voe merket gant ABY (Aozadur Bed ar Yec'hed) feur uc'hek gwadvec'h reol ar glukoz da 1,26 g/l (7 mmol/l).

hyperglycémie provoquée : épreuve de l'∼, test de tolérance au glucoseglucose tolerance testprouad g. ar glukozwadvec'hiañ, prouad ar glukozvec'hiañ, prouad gougemer ar glukoz ― Geriadur ar vezekniezh

Dezventadurioù daskoulzet ar glukoz er gwad goude ebarzhiñ (dre euvriñ pe dre sankañ engwazhiennel) ur c'hementad glukoz lavaret ; gant an diabeteg e vez brasoc'h ha padusoc'h muiadur ar glukozwadvec'h (hemañ dreist 2 g/l goude euvriñ 75 g glukoz) ; soliusoc'h eo hent ar wazhienn pa dremen hebiou da ziasurderioù ar c'hoaz-hañ.

hyperglycistiehyperglycistiagwiadusvec'h g. glukoz, glukozwiadusvec'h g. ― Geriadur ar vezekniezh

Yoc'hadur ar glukoz er gwiadoù, a stader gant an diabeteion.

hyperglycorachiehyperglycorrhachiakeinusvec'h g. glukoz, glukozkeinusvec'h g. ― Geriadur ar vezekniezh

Muiadur feur ar glukoz el liñvenn benn-kein, stadet en empennfo darreuziat hag er senkl.

hypoglycémiehypoglycaemiagwadisvec'h g. glukoz, glukozwadisvec'h g. ― Geriadur ar vezekniezh

Leiadur feur ar glukoz er gwad dindan 0,50 g/l (2,8 mmol/l).

hypoglycorachiehypoglycorrhachiakeinisvec'h g. glukoz, glukozkeinisvec'h g. ― Geriadur ar vezekniezh

Leiadur feur ar glukoz el liñvenn benn-kein (pilhonfo linek).

intolérance au glucoseimpaired glucose tolerance, IGTamc'hougemer ar glukoz ― Geriadur ar vezekniezh

Gwadusvec'h glukoz argrenn, dindan 1,40 g/l (7,8 mmo/l) war yun, dindan 2 g/l (11 mmol/l) goude ar predoù, hep troazhc'hlukozegezh, o tedreiñ alies d'an diabet, d'an uswask talmerel ha d'ar gwadusvec'h kolesterol.