Azoniad o tarvezout dreist holl gant ar merc'hed goude 40 vloaz, anezhañ heskaat an daeroù, an halv ha borc'hadoù ar vriant, ar ganol vezhur, ar gouin, o tec'han sec'hded ha tanijenn ar glaourgennoù : kornsaefo, kevresaefo, frifo, gargadennfo, usteñv ha, goude, isteñv ar gwagrennoù halviñ ; henek eo an dedro ; renket e vez hiziv evel kleñved unanhangaeel.
Kroc'henad gloevennek naouus dre sez hanbarek an dispuilhañ, lec'hiet pell amzer er glaourgennoù : a 'l lagad dreist holl, a 'r genoù, a 'r c'hargadenn, a 'n treizher, a 'n organoù genel ; dre e duadur da c'hleizennañ, e se da andiñvañ ar malvennoù ha da zemeraat ar c'hornsaeoù betek an dallentez ; dre zinod goulerc'hat gloevennoù war ar fas, ar gouzoug ha parzh krec'h ar brusk ; anaez a ra aozerion 'zo anezhañ ur furm eus kleñved Duhring-Brocq (sl. dermatite herpétiforme).