Gevel greñv dezhi loc'hennoù hir ha krabanoù berr kenan a arverer en Dentouriezh hag e surjianerezh an eskern.
Ardivink amiegouriezh ouzh e ober daou skourr kenvelladus (al loaioù, Gl. cuillers) evit kregiñ e penn ar grouell hag e eztennañ pa vez ar vamm hag ar bugel en arvar dre c'horregezh ar gwilioud.
Ardivink amparet gant div loc'henn geharp ha krabanoù en araez da c'havaelañ pe da zerc'hel ur gwiad pe un organ ; diforc'hiñ a reer daou rizh gevelioù : a) ar g. winterellek (Gl. p. à ressort), ar re arveretañ o vezañ ar g. anroañ (Gl. p. à disséquer, Sz. dressing f.), dezho krabanoù plat (Sz. thump pe thymp f.), rizennek pe get, skilfek (Sz. mouse tooth f.) pe get, b) ar g. kenvellet (Gl. p. articulées), outo a-wechoù un drezenn, araezus d'o azderc'hel stardet kreñv, hag alies, e penn all o loc'hennoù, gwalennoù evit bizied an oberataer (g. gwadkaeañ sl. hémostatique).