Sourr diastal kreñv kenan, a nerzhadur dibenn-sistol, sezet er parzh lez-klerenn eus an eil hag an trede tachad etrekostoù dehou hag o saezhenniñ etrezek ar gazel dehou dreist holl. Ditouret eo bet gant gouzrec'hioù tizhet gant an aortennfo pe gant ar poullkreizfo. Devoudet e ve gant amwask ar wazhienn gav uhelañ.
Gwazhienn dev o teoueriañ an holl wad gwazhiennel eus an darn is-kelc'hspeurenn a 'r c'horf, furmet dre gember an div wazhienn a-glun boutin. Ar wazhienn gav izelañ a zegemer lies barr kengostezel, ha dasforzhet eo ouzh reizhiad ar wazhienn gav uhelañ dre ar gwazhiennoù ampar.
Teskad strafuilhoù diwar astal an amred er wazhienn gav izelañ, steviet gant un tromboz pe amwasket gant ur yoc'henn gefin (kankr al lounezh). Diheverzh int : gouliñvoù skañv an izili traoñ, laurioù dargreiz pe kof, amred kengostezel e par gwrizienn an divvorzhed, ar c'hof bihan, an dargreiz. Ar rouestlad muiek anezhañ, an enfroù skevent, en erzerc'ha alies hag ar prederiadurioù enepkaoulediñ, fibrinloezañ pe surjianañ zoken a vez amkanet dreist holl da hepkoriñ an kez enfroù.
Gwazhienn dev o teoueriañ an holl wad gwazhiennel eus an darn us-kelc'hspeurenn a 'r c'horf, furmet dre gember an daou gef gwazhiennel brec'h-penn. Ar wazhienn gav uhelañ ne zegemer, ent reol, nemet ur barr kengostezel, ar wazhienn ampar ha difourkañ a ra er c'hentez dehou war-lerc'h un treug berr diazerc'h war-ziskenn.
Teskad strafuilhoù amred diwar steviadur ar wazhienn gav uhelañ, dre amwask, tromboz pe dre gevreted an div wikefre ; erzerc'hañ a ra ent klinikel dre un dardenn gwazhiennel eus ar gouzoug hag eus an izili krec'h, kevret gant ur gouliñv pelerinennek.