Preder
amour génitalgenitale Liebe (Freud)ganadel : karantez c'h– ― Gerva an brederouriezh
génitalgenitalganadel aa., ˘genel ― Geriadur ar vezekniezh

A-zave d'ar gouennañ, sk. : organ où genel, karantez c'hanadel.

gérodermie génito-dystrophiquegerodermageroderma ganadel mideñvel ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez familhel, stadet er paotr yaouank, naouus dre ur gozhiadegezh kentrat (kroc'hen sec'h ha laosk, moalded), andiorre an organoù ganadel hag an eilarouezioù revel, ur rakwar hag usteñv an eizhaennoù o tennañ d'ar geurvleñchegezh.

granulome ulcéreux des parties génitales, granulome inguinal, granulome vénériengranuloma inguinale, granuloma venereum, pudendal ulcergranulom ar varlenn, granulom angreizhek an tachadoù ganadel, granulom gwenerel ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved gwenerel ar broioù tomm diwar Klebsiella granulomatis, naouus dre nozelennoù tuet da angreizhañ, sezet dreist holl war an organoù genel (mezenn, kourzh), henek hag en ervez da zec'han kolloù korfadurel bras e rannbarzh ar varlenn hag ar marv dre wadlestegezh pe wadliñvañ.

Stade génital, organisation génitale.genitale Stufe, Genitalorganisation.genital stage, genital organization.pazenn c’hanadel, frammadur ganadel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Pazenn eus an diorreadur bredrevel doareet gant frammadur al luzadoù darnel dindan hol an tachadoù ganadel ; div amzer zo ouzh he ober, etrezo an enkelvezh : ar prantad kastrel (pe frammadur ganadel bugel) hag ar frammadur ganadel ent strizh desezet da-geñver ar gaezouregezh.

Aozerion ’zo a vir an anvad frammadur ganadel d’an eil prantad-mañ, o lakaat ar prantad kastrel e-touez ar frammadurioù rakganadel.

Emdroadur mennozioù Freud en degasas da dostaat bepred muioc’h ar revelezh vugel d’ar revelezh oadour. Start eo chomet avat gantañ ar mennoz ez eo gant ar frammadur ganadel kaezoureg e teu al luzadoù darnel da unanaat hervez un urzhaz da vat, hag ar bliz en tachadoù erogen anganadel da vezañ “prientus” d’an oriadell. Pouezet en deus ivez war an devoud ez eo doareet ar frammadur ganadel bugel gant un disklot etre an darvennoù edipel hag an amziorreadur bevedel.