Furm gwisket gant an arvoustred o tistreiñ d’an emouez e-barzh an azon, an hunvre ha, dre-vras, nep dedaolad eus an diemouez : enni, an derc’hadoù arvoustret zo distummet gant an difenn betek bezañ dianavezadus. E-se, e c’hell ar c’hoant diemouez ha darvennoù an difenn ober o mad a-gevret eus an hevelep furmadur diwar-bouez an hevelep treuzvarc’had. Azonoù an neuroz “zo disoc’h ur c’henniñv […]. An daou nerzh bet dispartiet a gej en-dro en azon hag a ra ar peoc’h, koulz lavarout, dre an treuzvarc’had ez eo furmidigezh an azonoù. Pezh a ro da gompren harzusted an azon : dalc’het emañ a zaou du”. Hag eñ zo un treuzvarc’had a bep azon ? A dra sur, ha zoken mar kaver degouezhioù ma n’eus roud ebet eus an difenn gant un distro direndael eus an arvoustred pe, en eneb, ma anad an difenn digemmesk kuit a levezon a-berzh an arvoustred, — daou zegouezh pellañ eus skalfad an treuzvarc’hadoù gallus. “An azonoù o devez da bal pe ur boziadur revel, pe un difenn outañ, ha trec’h eo dre-vras an darbenn c’hoantleuniañ en darfell, an dizarbenn anezhañ, an askezegezh, en neuroz mac’hennel.”
Termen arveret da verkañ ez eo an azon psikoneuroz an disoc’h eus un argerzh dibarek, un dec’hwelañ bredel. Ar gudenn evit Freud oa gouzout ha furmidigezh an azon zo un argerzh diforc’h diouzh hini an arvoustrañ. A-benn ar fin e heñveleka ar furmadur azon ouzh distro an arvoustred, o welout eno un argerzh dioutañ e-unan. “Hag eñ zo unan gwikefre furmiñ an azon ha gwikefre an arvoustrañ ? Da grediñ ez eus ez int disheñvel-bras ha ned eo ket gant an arvoustrañ e vez ganet ar furmadurioù erlec’hiad hag an azonoù, ar re-mañ o vezañ kentoc’h merkoù un distro eus an arvoustred hag e dalc’h argerzhioù all.” Ent ledan, e-barzh ar furmadur azon emañ da renkañ n’eo ket hepken distro an arvoustred er stummoù furmadur erlec’hiad ha furmadur treuzvarc’had, hogen ivez ar furmadur erwezhiad.
∆ Notañ e talvez amañ an termen furmadur, evel an Al. Bildung hag ar Gl. ha Sz. formation, koulz an argerzh ent strizh (“furmiñ, furmidigezh”) hag an disoc’h anezhañ.
Emzalc’h pe anneuz vred amparet e dastaol ouzh ur c’hoant arvoustret hag enebet outañ (da skouer, elevez o kontroliañ tuedoù-diskorata). Diouzh ar savboent armerzhel, ar furmadur erwezhiad zo ur gourzhannodadur en un elfenn emouez, par e nerzh ha gindu d’an annodadur diemouez. Ar furmadurioù erwezhiad a vez, pe strizhlec’hiet hag o tont a-wel dre ur real dibarek, pe hollek betek amparañ tresoù neuzid gougevan ouzh ar bersonelezh (sl. NÉVROSE DE CARACTÈRE). Ent klinikel, e wisk ar furmadurioù erwezhiad talvoudegezh un azon e kement ma’z int reut, ginet, mac’hennek, ma c’hoarvez dezho mont e-biou ha degouezhout zoken gant un disoc’h kontrol d’an hini mennet ent emouez.
Termen oc’h aroueziñ an azonoù pe furmadurioù kendalvoud evel ar goustaolioù, ar bommoù fent, h.a., e kement ma amsavont an endalc’hedoù diemouez. Seurt erlec’hiadur a ranker kompren e daou zoare : a) armerzhel, an azon o pourchas ur boziad erlec’hiadek d’ar c’hoant diemouez, b) argelel, an endalc’hed diemouez o vezañ amsavet gant unan all hervez linennadoù-strollata ’zo. An termen furmadur erlec’hiad zo da lakaat e-keñver an termenoù furmadur treuzvarc’had ha furmadur erwezhiad : pep azon, dre ma’z eo an dedaol diwar ar c’henniñv-difenn, zo ur furmadur treuzvarc’had ; e kement ma pourchas boz d’ar c’hoant, ez anad evel furmadur erlec’hiad ; e kement m’en em ziskouez drezañ an argerzh-difenn, e wisk ar stumm eus ur furmadur erwezhiad.
Prouad o kevaraezañ gwiriañ hangaeastalusted ur gwadveiz antilimfokit (pe hangaeastalerioù all). Ar gwadveiz-se, mesket gant limfokit hangaeet a-rakwez ouzh kelligoù ruz 'zo, a lam o barregezh, pa vezont lakaet goude e diraez ar c'helligoù ruz-se, da vorc'hañ en o enep an antikorfoù ha d'o dazgludañ e rodigoù.