Preder
cerclagebanding, cerclagefretañ ― Geriadur ar vezekniezh

Steudellañ disloc'h ouzh torroù 'zo (torroù a-viñsell, a-veskell, torroù ar padelleg), anezhañ kengovliñ an tammoù askorn hag o c'helc'hennañ diwar-bouez un neudenn vetal.

cerclage de l'artère pulmonaire, opération de Dammann-Mullerpulmonary artery bandingfretañ kef ar skevent ― Geriadur ar vezekniezh

Desezañ ur gelc'henn amwaskañ en dro da dalmerenn ar skevent evit diren kas ha gwask ar gwad, graet war ar magadelled o tougen ur c'halonnaoued ganedigel gant heptreug kleiz-dehou hag uswask talmerel skevent muiek, gwezh goustegus da c'hortoz an hegoulz evit oberata ar gammneuziad.

cerclage du col, isthmorraphiecerclage procedure, isthmorrhaphyfretañ strizh ar grozh, strizhfretañ ― Geriadur ar vezekniezh

Gwezh surjianel eeun embreget etre trede ha c'hwec'hvet miz ar vrazezded evit parraat ouzh an divec'hiegañ emdarzh diwar zislev ar strizh, anezhañ amwaskañ gouzoug ar grozh diwar-bouez un argoulm.