1 Genel ar broud, eleze delankañ un erwezh e par ur gellig, ur gwiad, un organ pe ar bevedeg, ha pa ve endeuat pe ezdeuat ar ganer. 2 Taol broudañ. 3 Stad vroudañ. 4 Arloañ ur gwered en araez da vroudañ (arveret e vez a wechoù Gl. exciter evel kenster da stimuler). 5 Usniñv an arc'hwelioù bred naouus dre an anc'hrez komz ha meidiñ o vont betek ar c'hefroù.
Evit diskouez durc'hadurioù ster an tri hanc'her-se e vo roet un nebeut skouerioù evit pep hini. An hini kentañ zo un deverad eus Br. froù (Gl. état de stimulation). Graet e vez gant fraou- evit an deveradoù. Diwar ster ar kBr. freu hag ar BrE. freù “buhezek, dibilh, bagol” e tenn fraouaat etrezek “dihuniñ, advevaat, hetaat”. An daou dermen all zo deveradoù diouzh Br. kentr, alese o durc'hadur ster “lakaat birvilh, broudañ gant un taol kentr”.
1 Fraouaat :
dibenn an nervennoù santout fraouaet gant kentrigennoù terminaisons des nerfs sensitifs stimulées par des stimuli
fraouaat an difenn hangae enep ar poreoù stimuler la défense immunitaire contre les infections
hormon o fraouaat ar vierez hormon e stimulant l'ovaire
o fraouaat borc'hadur an hormon stimulant la sécrétion de l'hormone
o reoliñ an erwezhioù hangaeel dre o heudiñ pe dre o fraouaat qui règle les réactions immunitaires en les inhibant ou en les stimulant
hanterad kimiek o fraouaat ar buzerioù adrenwerc'her α médiateur chimique qui stimule les récepteurs adrénergiques α
lia o fraouaat an oberiezh empenn médicament stimulant l'activité cérébrale
2 Kentraouiñ :
kentraouiñ kreizennoù an analañ (amfetamin) stimuler les centres respiratoires (amphétamine)
Euvret a zoenadoù bihan e kentraou an nerveg (kinin) ingérée à petites doses, elle stimule le système nerveux (quinine)
kentraouiñ ar c'hoant revel stimuler le désir sexuel
o kentraouiñ arc'hwelerezh reizhiadoù diseurt ar bevedeg qui stimule le fonctionnement des différents systèmes de l'organisme
o kentraouiñ borc'hadur ar vestl qui stimule la sécrétion de la bile
3 Kentrigañ :
kentrigañ kroc'hen stimulation cutanée
kentrigañ parzh diavaez ar sol troad stimulation de la région externe de la plante du pied.
Kalvezder aesaat an engehentañ, amkanet da gas ar bolc'hennoù vierez betek o azvedigezh dre ziounit gonadotrofinoù ezdeuat pe danvezennoù o vuiaat borc'herezh ar gonadotrofinoù endeuat (sl. hyperstimulation ovarienne : syndrome d'∼ ).