Hentenn oc’h enderc’hel da eztaoliñ hep disparzh kement mennoz a sav er spered pe diwar un elfenn roet (ger, niver, skeudenn hunvre, derc’had), pe diwar emdarzh.
Diazez ar c’halvezerezh-bredelfennañ eo araezad ar strollata frank. Dizoloet eo bet tamm-ha-tamm etre 1892 ha 1898.
Ar ger “frankiz” n’eo ket da vezañ komprenet er ster “andesaveladur”. Pal ar frankstrollata eo hepkoriñ un diuz mennet eus ar mennozioù pe, hervez termenoù al lunegor kentañ freudek, tremen e-biou d’an eil karez (etre emouez ha ragemouez), hag evel-se lakaat a-wel gwered ar garez kentañ (etre ragemouez ha diemouez), eleze an difennoù diemouez. Erziwezh, e talvez hentenn ar frankstrollata da lakaat a-wel un urzh savelek o ren en diemouez. “Pa vez dilezet an derc’hadoù-davedenn (Zielvorstellungen) emouez, ez eo an derc’hadoù-davedenn kuzh a vez o ren war froud an derc’hañ.”
Mezekniezh embreget hervez ar pennaennoù-mañ : a-berzh ar c'hlañvour ar gwir da zibab e vezeg, a-berzh ar mezeg ar gwir da zibab lec'h e stal, da zivizout e ordrenadurioù ha da zegemer e vriwerzhioù war eeun digant e arvalion, an endalc'h hag ar gwir da zerc'hel ar rin micherel ; dav eo notañ e tenn ar gwirioù-se, ken re ar c'houziviaded, ken re ar vezeion, da gurzhañ gant dedro armerzhel ha politikel ar c'hevredigezhioù.