Preder
Organisation de la libido.Organisation der Libido.organization of the libido.frammadur al libido. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Kenurzhiadur keñverel al luzadoù darnel, doareet gant hol un tachad erogen hag ur mod spesadek a zarempred ouzh ergerc’henn. Diouzh savboent o c’henheuilh en amzer, e talvez frammadurioù al libido da dermenañ pazennoù emdroadur bredrevel ar bugelvezh.

Emdroet o deus mennozioù Freud a-zivout frammadur al libido. E-barzh Drei Abhandlungen zur Sexualtheorie (1905), e teskriv an oberiezhoù genaouel ha fraezhel a dra sur evel oberiezhoù revel, hogen hep ober anv a frammadur ; ne zeu ar bugel er-maez eus digenurzh al luzadoù darnel nemet ur wech diogelet hol an tachad ganadel, hemañ hepken o kaout brient da vezañ en araez da frammañ an arc’hwel revel. Paouez a ra al luzadoù revel a vezañ enerotek evit bukañ ouzh un ergerc’henn amgen, ha houmañ eo a ro tro d’o c’henurzhiañ. Anv ebet evit c’hoazh a frammadur rakganadel.

Hemañ ne voe dereet nemet e 1913 e-barzh Die Disposition zur Zwangsneurose. Prientet oa bet ar meizad-se gant saveladur an narkisegezh evel mod-frammañ ar revelezh o c’hoarvezout etre stad diframm al luzadoù (enerotegezh) ha prantad an debarzh ergerc’henn klok, an ergerc’henn o vezañ neuze ar me evel unvez. Gant studienn 1913 eo kemmet an diarsell : pennaenn kenurzhiadur al luzadoù n’emañ ket mui en ergerc’henn, hogen en dreistpouez kemeret e pep prantad gant un oberiezh revel ereet ouzh un tachad erogen savelet. E-se e teskriv da gentañ ar frammadur fraezhel (1913), neuze genaouel (1915), erfin kastrel (1923). Neoazh e talc’ho Freud da zervaat “ne vez tizhet ar frammadur leun nemet dre ar gaezouregezh da-geñver ar pevare pazenn, ar bazenn c’hanadel”.

Stade génital, organisation génitale.genitale Stufe, Genitalorganisation.genital stage, genital organization.pazenn c’hanadel, frammadur ganadel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Pazenn eus an diorreadur bredrevel doareet gant frammadur al luzadoù darnel dindan hol an tachadoù ganadel ; div amzer zo ouzh he ober, etrezo an enkelvezh : ar prantad kastrel (pe frammadur ganadel bugel) hag ar frammadur ganadel ent strizh desezet da-geñver ar gaezouregezh.

Aozerion ’zo a vir an anvad frammadur ganadel d’an eil prantad-mañ, o lakaat ar prantad kastrel e-touez ar frammadurioù rakganadel.

Emdroadur mennozioù Freud en degasas da dostaat bepred muioc’h ar revelezh vugel d’ar revelezh oadour. Start eo chomet avat gantañ ar mennoz ez eo gant ar frammadur ganadel kaezoureg e teu al luzadoù darnel da unanaat hervez un urzhaz da vat, hag ar bliz en tachadoù erogen anganadel da vezañ “prientus” d’an oriadell. Pouezet en deus ivez war an devoud ez eo doareet ar frammadur ganadel bugel gant un disklot etre an darvennoù edipel hag an amziorreadur bevedel.

structure, structurationframmadur g. -ioù ― Geriadur ar gimiezh