Preder
décussation des pyramidesDECUSSATIO PYRAMIDUM, pe DECUSSATIO MOTORIAkroazigell b. ar pikernennoù, pe kroazigell ar forzhioù loc'hañ. ― Geriadur ar gorfadurezh
décussation du ruban de ReilDECUSSATIO LEMNISCORUM, pe DECUSSATIO SENSORIAkroazigell b. al lietennoù, pe kroazigell ar forzhioù santout. ― Geriadur ar gorfadurezh
gynatrésiegynatresiaanvoll ar forzhioù ― Geriadur ar vezekniezh

Andigor kanol c'hanadel ar plac'h (gouin, gouzoug ar grozh) (sl.  atrésie du vagin).

voies acoustiquesauditory tractforzhioù l. (b.) kleved ― Geriadur ar vezekniezh

Hollad an elfennoù korfadurel loet etre ar milendall lienennek hag an droenn ividig uhelañ, o, c'hoarvezout eus an nervenn gempouez-kleved, ar rizennoù mel ar pevare kambr, al lietenn gostezel hag ar c'horf glinek kreizel.

voies biliaireshepatic ductsforzhioù l. (b.) bestl ― Geriadur ar vezekniezh

Hollad ar c'hanolioù ma red ar vestl.

Pennforzh ar vestl (Gl.  voie biliaire principale Sz.  bile duct ) : lodenn eus ar forzh vestl ec'havuel etre kember an div san avu hag an daouzegenn, ouzh e ober enta : san voutin an avu betek difourk ar san gellenn, hag ar san vestl adalek an difourk.

Forzhioù bestl ec'havuel (Gl.  voies biliaires extrahépatiques ) : lodenn eus ar forzhioù bestl en ardraoñ da borzh an avu, ouzh he ober : ar bennforzh vestl (san voutin an avu, san vestl) o vont eus an avu d'an daouzegenn, hag an adforzh vestl (kellenn vestl, san gellenn) skourret en amdreug ouzh ar bennforzh.

Forzhioù bestl enavuel (Gl.  voies biliaires intrahépatiques Sz.  bile ductules ) : lodenn eus ar forzhioù bestl lec'hiet e diabarzh an avu, graet gant bleñchennadur ar c'hanolioù kevelat da varroù ar wazhienn borzh, o tisoc'h er c'hanolioù rannel, o unan o kemberañ d'ober sanioù kleiz ha dehou an avu.

forzhioù bestl Enavuel
  • kanoligoù bestl
  • forzhioù Hering
  • kanolioù bestl etreflipezel
  • kanolioù rannel lezkreizer kleiz, kostezel kleiz, lezkreizer dehou, kostezel dehou
ec'havuel
  • pennforzh vestl
  • sanioù kleiz ha Dehou
  • san avu boutin
  • san vestl
  • adforzh vestl
  • kellenn vestl
  • san gellenn

voies lacrymaleslacrimal passagesforzhioù l. (b.) daeraouiñ ― Geriadur ar vezekniezh

Hollad al luniadoù korfadurel o kas an daeroù adalek sac'h an daeroù betek ode draoñ ar fri, anezhañ  : poentoù an daeroù, loet war ribl rez an div valvenn en o farzh diabarzh, hiraet gant kanoligoù an daeroù krec'h ha traoñ endalc'het e parzh diabarzh ar malvennoù, an div ganolig-se o kemberañ en ur genganol a zifourk e sac'h an daeroù. Hounnezh, lec'hiet e nant an daeroù, a gendalc'h dre san a-fri an daeroù, o tifourkañ he unan e kavennoù ar fri.

voies olfactivesolfactory tractforzhioù l. (b.) c'hwesha ― Geriadur ar vezekniezh

Hollad an elfennoù korfadurel lec'hiet etre ar glaourgenn c'hwesha ha kreizennoù eilvedel ar c'hwesha, anezhañ  : neuron trobarzhel, ognonenn ar c'hwesha (kelligoù mintrek), troenn ar senklenn hag ar wrimenn greizel, ar rizenn a-zibenn, ar grommenn, ar pennmarc'hig, pempilh ar pennmarc'hig hag ar freilh araok.

voies optiquesvisual tract ; optic tractforzhioù l. (b.) gweled ― Geriadur ar vezekniezh

Luniadoù nervel treuzkas o ren an eraezadenn weledel eus al luc'hsae d'an dolbezenn gilpenn, anezho  : kranennoù kelligoù kangrennel al luc'hsae (eil neuronenn) o vont da amparañ an nervenn weled, gweltre ar gweled, stirad ar gweled ; ar gwiennoù-se a vo azhentet e par ar c'horf glinek kostezel, ma teraou an trede neuronenn, ar gwiennoù anezhi oc'h amparañ ar saezhennadur a-weled hag o tib enni ñ war div vriell an nant kentrevnek. Imbourc'h ar forzhioù gweled a vez graet diwar-bouez disoc'h ar gwelvaez, ar barroù dianfraou gweledel hag ar c'hwilerluniñ.