Preder
cataractecataractferennlug g., banne g. ― Geriadur ar vezekniezh

Demerâd ganedigel pe arzeuat (emdarzh pe daraezel) eus ar ferenn ; c'hoarvezout a ra eus dic'henezhadur ha koll boullded gwiennoù ar ferenn diwar daskemmadoù kennevidel ; alies e chom dianav arbenn ar ferennlug.

cataracte congénitalecongenital cataractferennlug ganedigel ― Geriadur ar vezekniezh

Demerâd ar ferenn o revout d'ar c'hanedigezh pe o tarvezout nebeut goude, dezhañ lies furm lec'hiadurel : ferennlug a-vlein, a-graoñell, a-gelc'henn.

cataracte corticalecortical cataractferennlug a-gaenenn ― Geriadur ar vezekniezh

Furm lec'hiadurel eus ferennlug ar gozhiaded ma vez kantet an demerâd, ac'hoel en deroù, e gwiskadoù ar gaenenn, hep diraez kraoñell ar ferenn.

cataracte des verriers, cataracte du feuglass-workers' cataractferennlug ar wererion, ferennlug an tan ― Geriadur ar vezekniezh

Ferennlug diwar wered ar skinoù danruz, o teraouiñ er blein adreñv, o tedreiñ gorrek, gant ar vicherourion a labour en ardizh an tan (gwererion, teuzerion).

cataracte endocrinienneendocrine cataractferennlug enborc'hadel ― Geriadur ar vezekniezh

Ferennlug o reuziañ dreist holl an dud yaouank, naouus dre zemeradur ur gwelead eus ar ferenn dindan ar pourc'had adreñv (ferennlug endan-bourc'had), e dianlen un direizh dibarek eus ar c'hennevid (diabet, tetaniezh).

cataracte génétique, cataracte familialehereditary cataract, familial cataractferennlug hilel, ferennlug hêrezhel, ferennlug familhel ― Geriadur ar vezekniezh

Furm ferennlug ma vez treuzkaset ar c'hleñved er mod trec'hek pe enkilek.

cataracte nucléairenuclear cataractferennlug a-graoñell ― Geriadur ar vezekniezh

Furm eus ar ferennlug kozhiadel ma tedro gorrek an demerâd goude deraouiñ e kraoñell ar ferenn.

cataracte pathologiquecomplicated cataractferennlug diangleñved, ferennlug rouestladek ― Geriadur ar vezekniezh

Ferennlug e dianlen ur c'hleñved lagad, peurliesañ ur gwazhiedsaefo henek pe adfeilhus.

cataracte polaire antérieure / postérieureanterior / posterior polar cataractferennlug a-vlein araok / adreñv ― Geriadur ar vezekniezh

Furm ferennlug ma chom an demerâd kantet en un tachad bihan eus blein araok pe eus blein adreñv ar ferenn.

cataracte pyramidalepyramidal cataractferennlug pikernennek ― Geriadur ar vezekniezh

Demerâd bihan hevonn, andedroüs peurliesañ, o valirañ diwar vlein araok ar ferenn.

cataracte rubéoliqueembryopathic cataract, materna rubella cataractferennlug dianruzig, ferennlug rizhellnaouedel ― Geriadur ar vezekniezh

Ferennlug e dianlen ur rizhellnaoued diwar ruzig ar vamm.

cataracte secondaireafter-cataract, secondary cataractferennlug eilvedel, azferennlug g. ― Geriadur ar vezekniezh

Dilerc'hiadoù demeraet (gwiennoù ha pourc'had) goude oberata pa n'eo ket bet klok ezvenadur ar ferenn.

cataracte syndermatotique, cataracte atopiquesyndermatotic cataractferennlug sergroc'henad, ferennlug atopek ― Geriadur ar vezekniezh

Ferennlug o c'hoarvezout war un dro gant anaezioù kroc'hen 'zo evel an ekzema pe ar skleroderma.

cataracte totaletotal cataractferennlug hollel ― Geriadur ar vezekniezh

Pazenn dibenn ar ferennlug pa vez an demerâd oc'h aloubiñ holl weleadoù ar ferenn.

cataracte toxiquetoxic cataractferennlug pistriel ― Geriadur ar vezekniezh

Furm ferennlug diwar ur pistriadur kimiek, gant al liaoù da skouer (dinitrofenol, kortikoidoù).

cataracte traumatiquetraumatic cataractferennlug daraezel, ferennlug diandaraez ― Geriadur ar vezekniezh

Demerâd ar ferenn hevonn pe get o tarvezout da heul un daraez a 'l lagad, kreuad eeun pe gouli ebarzhus.

cataracte zonulairezonular cataractferennlug a-gelc'henn ― Geriadur ar vezekniezh

Furm ferennlug ganedigel ma chom kantet an demerâd e gweleadoù 'zo eus ferenn ar rizhell en ur hepkoriñ ar graoñell greiz hag an trobarzh.

hétérochromique : cataracte ∼ de Fuchsheterochromic cataractferennlug envezalliv Fuchs ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad o kevrediñ alliv an envezioù, tanijenn korf ar saeoù (koraelfo) hag ur ferennlug endan-bourc'had adreñv.

Morgagni : cataracte de ∼Morgagni cataractferennlug g. Morgagni ― Geriadur ar vezekniezh

Ferennlug goulerc'hat, “pezhell” (Gl.  “trop mûre”), stad ar ferenn war-nes liñvennañ e diabarzh he fourc'had ; alies ez eus anezhañ ur furm c'hanedigel.