Anaez erzerc'h adalek ar vugeliezh dre an ustroazh, ar goursec'hed, ar goulerc'h kreskiñ, usvec'h an aldosteron diwar usvorc'h an angiotensin da heul uswe kentael ar benvegadoù nes-bloueig, an alkaloz hag an dedaniezh ; klañvadur arwashaus, marvus dre zigempouez dourkevionel pe skorted al lounezhi.
Furm ferennlug ma vez treuzkaset ar c'hleñved er mod trec'hek pe enkilek.
Migennevid livegennoù ar vestl treuzkaset er mod aotozomek trec'hek, naouus ent vevoniel dre ur gwadusvec'h bulirubin, ent klinikel dre ur gouikter henek diwar un ezreolder e keveiladur ar bilirubin gant an drenkenn c'hlikuronek en diouer eus enzimoù avuel 'zo.
Anaez hêrezhel aotozomek enkilek dibaot, a stader gant ar vugale yuzev dreist holl, naouus dre erzerc'hadoù nervel : a) er reizhiad emrenek : daeranvorc'h, ec'houleviadoù gwaskel, gwrezel ha gwazhiedloc'hadel, strafuilhoù an arc'hwelioù koazhañ ; b) en arc'hwelioù kehentiñ : angost hollek, direizhoù ar gweled, ar c'hwesha, ar c'henurzhiañ, isvent savder-pouez, distabilded fromel ; dianav eo an ardarzh hag arvarek an erdebad (sl. analgésie, alacrymie).
Anaez hêrezhel enkilek, revereet, o tizhout ar baotred, naouus, ken abred ha kentañ bloavezh ar vuhez, dre boreadoù ha linadurioù er gwerblennoù, ar c'hroc'hen hag ar flugez (ar skevent pergen), niverus, adfeilhus ha marvus war verr pe verroc'h termen ; dre ar vezañs en holl organoù eus granulomoù foel ; dre un elwenn gant usniver ar granulokit neutrofil — ar re-mañ a fagokit ar garvevion nemet e vezont divarrek d'o dispenn ; dre wadusvec'h ar gammaglobulinoù, gant reolded an immunoglobulinoù, an antikorfoù amredat hag an erwezhioù dreistkizidigezh daleet ; kiriek eo divigad un enzim (an NADPH oksidaz) o tec'han steuz ar fagokitañ.
Kleñved hêrezhel a stader gant ar vugale hag an dud yaouank, o teraouiñ a-wechoù dre un ikter leiek, naouus dre ur reuter dasstrizhek hag ur c'hrenerezh, ur walenn staenek war wrimenn ar gornsae (trogornsaeenn Kayser-Fleischer), strafuilhoù bred (tuzumadur kefredel, gourboz) hep envedi ; treuzfurmet eo bet an dedroadur, marvus ent emdarzh, gant ar prederiañ dre ar c'helaterioù (D-penikillamin) ; ent neuziadurel ez eo naouus kleñved Wilson dre gevreted un avufo nozelek ha dic'henezhadur ar rizenneg (sl. chélateur, dégénérescence hépatolenticulaire).
Ikter oc'h anadiñ un nebeut eurvezhioù goude ar c'hanedigezh, kevret gant koeñvadur an avu hag ar felc'h, morvor, gwadliñvoù, amwad hag eritroblastoz, o tedreiñ d'ar marv hogos bepred ; ur furm eo da gleñved gwadloezadel an nevezc'hanidi.
Anvad ur stroll dilerc'hegezhioù hêrezhel kevredet gant anafoù deun al lagad diwar un namm hilel treuzkaset er mod enkilek, naouus dre zic'henezhadur kelligoù an nervreizhiad kreiz aloubet gant gangliozidoù (sl. gangliosidose).
Kleñved familhel o tizhout ar vugale yaouank a 'n div rev, naouus dre an derzhienn, an amwad, un avufelc'husteñv, ur c'heinelgellig, anafoù nervel ha pilhonfo, un ensiladur limfohistiokitel strewek, ur gwadusvec'h lipid, gwadliñvoù hag un dedro herrek d'an andizh.
Anaez o wazhañ, hep ma kemm e furm, lies ezel eus ur familh, nad eo ket prouet ez eo hêrezhel, ac'hoel er c'hemeradur hiloniel ; erzerc'hañ a ra e rezh ur strafuilh en diorreadur ha lakaat a ra e penn kont keal ar goudrevn (Gl. terrain).
Kleñved hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek trec'hek, naouus ent neuziadurel dre un nervennfo entremezel a 'n nervennoù trobarzh gant usteñv feur Schwann ha darallad ar mielin ; ent klinikel dre ur seizi gant ur c'haheristeñv o tizhout an eizhaennoù, kahergrehadoù, distummadur an treid (treid kleuz), treuzrakwar, steuz an damougoù, iseraez, usvent an nervennoù trobarzh ha gorrekaat an nervren enno ; deraouiñ a ra an anaez er vugeliezh, dre an izili traoñ, ha dedreiñ gorrek kenan ; div furm anezhañ a ziforc'her, deanvet rizh Dejerine-Sottas ha rizh Pierre Marie ; deskrivet ez eus bet ivez furmoù gant treuzkas aotozomek enkilek, dibaot, kentratoc'h o deroù, herrekoc'h ha rustoc'h o dedro.
Termen arveret gant René Laforgue ha bredelfennerion c’hall evit merkañ an devoud ez a, en ur familh, an neurozioù hiniennel d’en em glokaat, d’en em amplegañ kenetrezo, hag evit lakaat a-wel al levezon gleñvedus a c’hell kaout koublad ar gerent war ar vugale.
Gouez d’e aozerion o-unan, ne c’hell an termen bezañ arveret nemet evel ledanvad, pa n’eus ket un unvez nozologek eus an neuroz familhel. Talvezout a ra dreist-holl da dennañ an evezh war degasadennoù a bouez eus ar bredelfennerezh : ar roll-kreiz, en amparadur ar gouzrec’h, eus an hevelebiñ ouzh ar gerent ; kemplezh Edip evel kraonell an neuroz ; ar pouez a zo, e furmidigezh an Edip, d’an darempred etre ar gerent, h.a.
Diwar geal an neuroz familhel ez eo diwanet an termen “steredeg ar familh”, arveret dreist-holl e psikoterapiezh ar vugale. Degaset e vez ar bredkurer, n’eo ket hepken da glask treuzfurmiñ kelc’hiadur ar bugel, hogen da veizañ e stern an neuroz familhel ar goulenn mezegadur a ra ar gerent evit ar bugel, ha betek da intent hemañ evel “azon” eus neuroz e gerent.
Hervez Laforgue e tinaoufe keal an neuroz familhel diouzh meizadur an dreistme evel displeget gant Freud en arroud-mañ : “Ne vez ket furmet dreistme ar bugel diwar skeudenn ar gerent, hogen diwar skeudenn o dreistme ; leuniet eo gant an hevelep endalc’h, dont a ra da vezañ derc’houezer an henvoaz hag an holl varnoù war an talvoud o trebadout evel-se a rumm da rumm.”
Hogos dilezet e hañval bezañ hiziv an termen a neuroz familhel gant ar bredelfennerezh.
Usriñv hemati genezhel, anaez nemedennek kevredet alies gant strafuilhoù enborc'hadel ha nervel.
Kleñved dibaot eus stroll an dic'henezhadurioù livenn-ilpenn a-hêrezh, treuzkaset peurliesañ er mod aotozomek trec'hek, o teraouiñ e-tro 20 vloaz hag o c'hrevusaat ent argammedek, naouus ent klinikel dre seizi ha dargrezad war astenn an izili traoñ, gerc'hted an damougoù a-stirenn hag arouez Babinski, azoniad ilpennel ha tizhad an doneraeziñ, ent neuziadurel dre un divielinaat a 'r stiradoù pikernennek, a 'r stiradoù livenn-ilpenn hag a 'r pañsoù adreñv (sl. hérédodégénérescence spinocérébelleuse).
Kroc'henad dibaot eus stroll ar pemfigoidoù, familhel, treuzkaset er mod trec'hek, o tarvezout gant an oadour yaouank, naouus ent klinikel dre blakadoù eritematus, warno gloevennoù, sezet war ar gouzoug, an divgazel, plegoù ar varlenn hag ar rannbarzhioù fraezhganadel, dre vonanded ar stad hollek hag e guñvded daoust d'an adfeilhoù a-hed ar bloavezhioù ; ent wiadoniel dre anafoù akantoliz hebiat da vevadegezh ar c'helligoù.
Anaez hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek enkilek, lec'hiet ar c'henenn giriek war vrec'h verr ar c'hromozom 16, o tizhout ar re yaouank ha ent hanbarek Yuzevion ar Magreb hag an Armeniz, naouus dre an arreadur, gant entremezioù kemmus, e-doug bloavezhioù, eus barradoù feuls, un nebeut devezhioù pad, gant azonoù ken arzel, ken kofel (ganto doare an divilhennfo pe an antreizh pervez lemm), ken kofbruskel, ken gwresterel gant felc'h-usvent, ken olneutrofilel, purpurel, halvusvorc'hel, h.a.
Sammadoù arc'hant talet gant ar ar c'hefioù goproù tiegezh amkanet da skoazellañ an tiegezhioù evit o dispignoù (sl. organ isme social).
Anaez hêrezhel treuzkaset er mod trec'hek revereet. Erzerc'haat a ra dre ul lec'h garv, vitaminDharzus, o tinodiñ war-dro an oad a 2 – 3 bloaz, gant ur fosfatwadisvec'h, ur fosfattroazhusvec'h hag ur fosfatazwadusvec'h. E devoud ur gorrded heneuz eo.
Kleñved hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek enkilek, naouus dre un dispuilhad eritematus c'hwezhigennek eus ar c'hroc'hen hag ar glaourgennoù, dre ur c'hoeñvadur eus ar gwerblennoù, eus an avu hag ar felc'h, dre boreadoù kroc'hen, lagad ha skevent ha dre un dedro marvus dindan un nebeut mizvezhioù. Bez' ez eus un eleozinofil muiek er gwad hag un ensiladur eus an derm gant eozinofil, limfokit ha histiokit.
Retikuloendotelioz familhel gant dreistfelc'hegezh ha γ-globulinwadisvec'h, a zedro kuñv.-globulinwadisvec'h, a zedro kuñv.
Gerienn goveliet gant Freud da aroueziñ an eriunelloù ma taskemm ar gouzrec’h e liammoù ouzh e gerent (o faltaziañ da skouer ez eo ur bugel kavet).
Seurt eriunelloù a veze anavezet en ambrenoù paranoiakel. Freud ne zaleas ket d’o dizoleiñ en neurozeion gant stummoù niverus : ijinañ a ra ar bugel n’emañ ket o vevañ gant e gerent wirion hag ez eo e dad un den anvek, o prestañ d’e vamm avanturioù kuzh, pe neuze ez eo eñ ar mab gwirion nemetañ, e vreudeur hag e c’hoarezed o vezañ besterd.
A-zalc’h eo eriunelloù ar romant familhel ouzh kemplezh Edip. Kemmesk ha niverus eo al luskedoù anezho : c’hoant izelaat ar gerent diouzh un tu, o uhelaat diouzh an tu all, c’hoant d’ar veurdez, striv da vont e-biou d’ar gael ouzh ar gwadserc’h, kenoaz etre breudeur, h.a.
Soutadur ganedigel etre talpennoù krec'h ar werzhid hag an helmo, o skoilhañ ouzh ar palvsaviñ hag ar palvstouiñ.
Framm degemer ha herberc'hiañ en ur familh evit ar c'houziviaded stabilaet. Dazeilad evit ar c'hlañvdiadur ez eo an amkan anezhañ kevaraezañ kendalc'hegezh an arouelioù en ur stern familhel evit gouziviaded dic'houest da vevañ o unan, an amkan o vezañ hepkoriñ an emdenn, kevaraezañ ar genfestadelezh hag an adkenempradur, ha hepkoriñ un herberc'hvezh. Roll ar c'hoskor arouelañ zo ambroug ar familhoù dre ur skoazell reoliek.
Anaez hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek, naouus ent klinikel dre vezañs ksantomoù (ksantomoù kroc'hen e rezh yoc'hennoù, ksantomoù stirennel), ksantelasma, trogornsaeenn hag aterom kentrat en talmerennoù, sourus en erdebad (kevenkez, talmerennfo empenn) ; ent bevoniel , dre ul lipidwadusvec'h, oc'h angorzhañ dreist holl ar c'holesterol (ar bec'h anezhañ , alies uheloc'h eget 5 g/L , a dizh pe a zistremen an drederenn eus hini al lipid hollel) hag ar β -lipoproteinoù ; evit an triglikeridoù zo a-vec'h uhelaet ent keñverel . Ar gwadusvec'h kolesterol hennadek pe familhel zo ur furm grai a ksantomatoz kolesterolwadusvec'hel familhel , ma n'eus nemet an arouezioù dourennel. — An kez seurtad a lipidwadusvec'h gant gwadveiz boull, a glot gant rizh II Frederickson, a vez nebeut kizidik ouzh an hanren islipidek (sl. hypercholestérolémie ).