1 Andalc'h an trapig skeventel (TA valva trunci pulmonalis, PNA valvula semilunaris dextra) ha distro eus gwad an aortenn d'ar c'hofig kleiz hag, azianlen, skorted wadloc'honiel hemañ ; diseurt an arbennoù : enkalonennfo remmel pe vakteriel, mideñvoù, enrec'h an aortenn dreist holl. 2 Dic'halloud ar benvegad analadel da arzerc'hel gwaskoù reol an O₂ hag ar CO₂ er gwad talmerel, e dianlen a) iswentadur ar skevent (Gl. hypoventilation pulmo-naire), hemañ o vezañ pe isaraezel (Gl. restrictive) da heul leiadur ec'honad ar skevent (ambid ur skeventenn, glenad ar c'hrezoù), pe steviadel (Gl. obstructive) diwar ur skoilh ouzh an enanalañ ha dreist holl ouzh an ec'hanalañ (bronkezfo henek stevius, astma, emfizem), b) daralladurioù kennenn al logigoù pe speur ar c'horrwazhied o tiaesaat an eskemmoù etre an aer hag ar gwad.
Stad ur reizhiad korvoiñ pe ur rouedad n'emañ mui e tro da ren al labour gortozet, kement-se da heul ur chanad ijinenn pe ur revec'h.
1 Termen arveret evel heñvelster da skorted (Gl. insuffisance), sk. : falladur kalon. 2 Termen arveret a-wechoù da verkañ derez kentañ an ezwal (Gl. syncope).
Falladur o c'hoarvezout en ur par berr.
Falladur o c'hoarvezout trumm hep bezañ diawelet.
Falladur o c'hoarvezout a-nebeudoù, hep ragazon.
Azoniad grevus o tarvezout da heul un ankalez analadel, anezhañ skorted lemm lies organ ha reizhiad (avu, lounezhi, reizhiadoù kalongwazhiedel, koazhadel, nervel), kresk ar c'has kalon, uskennevid o tec'han un eznevid muiek ; azoniad stadet ivez er bleuzoù (lestel, liesdaraezel, bleuz an devidi) o tedreiñ peurliesañ d'ar marv dindan daou viz ; er wikefre anezhañ e tasperzhfe hanteradoù diseurt (interleukineier, kakektin).
Falladur o c'hoarvezout goude ragazonoù.
Gant un organ, leiadur an araezegezh da gefleuniañ e arc'hwel.
Dic'halloud ar galon da vastañ da ezhommoù gwadloc'honiel ar bevedeg ; kevassavet pa vez arzalc'het an ec'hongas dre araezioù azasaat naturel pe yac'hadel, digevassavet pa na spir mui ar re-mañ en ur bazenn c'hrevusoc'h eus an dedro ; mar bez kevredet gant un azdalc'h dourhalel e reer kel eus falladur kalon darwazhel pe gouliñvel (Gl. i. c. congestive pe oedémateuse) ; a) ent klinikel, ez erzerc'h dre un ustead kalon hag arouezioù dassav en argrec'h : trec'hwezh strivadel, gouliñv skevent evit ar s. k. kleiz, gouliñvoù trobarzhel, troazhisvorc'h hag avu kalonien evit ar s. k. dehou ; b) ent arbennel, evit ar s. k. kleiz : isvoll mintrek, uswask talmerel, naouedoù a 'n talmerennoù kuruner hag a 'n trapig aortek, skorted vintrek, naouedoù an enkalonenn, evit ar s. k. dehou : bronkezskeventadoù, enfreier skevent, naouedoù ganedigel 'zo a 'n enkalonenn, kalonnaouedoù kleiz digevassavet o tisoc'h neuze d'ar s. k. bloc'hel (Gl. insuffisance cardiaque globale pe totale) ; c) lies gwikefre a zeskriver : pe un isvoll mintrek pe dribroudek en argrec'h o skoilhañ ouzh leuniadur ar c'hofig, pe un tevadur a 'n amgalonenn hag ur fennad (adiastol ar c'hofig dehou, sl. péricardite constrictive, tamponnade), pe, aliesoc'h, ur s. k. sistotel pe misistol (Gl. dys-systolie), eleze isargrezusted ar c'hofigoù.