Diuz ur stlennad dibarek eus un teskad (ur bit eus ur ger, un nod eus un hedad, h.a.) hervez un alc'houez lavaret.
1 (Ster hollek) lemel un dra eus al lec'h m'emañ dalc'het ; (Gwiliouderezh) lemel kalvezadel ar grouell eus ar grozh, pe gant an daouarn, pe diwar-bouez binvioù (loaioù, mandozioù, h.a.), pe dre ur gwezh surjianel (kezarian). 2 (Bevgimiezh) tennañ un danvezenn eus ur metoù dre araez un dileizher aezhidik pe get. 3 (Surjianerezh) diframmañ un dant eus e logig (sl. avulsion), ur bolod eus ar c'horf.
Dilemel grouan, sk. : eztennañ grouan eus ar san vestl.