Rann al lestr ereet outi an izili traoñ, anezhi an daou askorn lez kenstaget aziaraok gant ar juntad a-gaezour, a-ziadreñv gant an askorn kroazell.
Rann ar brusk ereet outi an izili krec'h, anezhi a-ziaraok an daou drebez kenvellet gant dornell ar glerenn, a-ziadreñv an daou blanken skoaz.
Kefleuñvad renet war-benn dinoiñ gouseizi leiek un ezel traoñ : ar gouziviad o vezañ er rakgourvez, pleget a-skouer e zaoulin e doare m'emañ e zivc'har a-zerc'h, e c'houziz hag e kouezh war ar gwele ar c'har e tu ar gouseizi.
Unan eus pevar farzh daoudañvat eus ar c'horf ereet ouzh ar c'hef dre c'hourizoù, o c'hoarvezout eus peder hanrann kenvellet : an ezel krec'h (TA membrum superius) eus ar skoaz, ar vrec'h, an arvrec'h hag an dorn, an ezel traoñ (TA membrum inferius) eus al lez, ar vorzhed, ar c'har hag an troad (sl. ceinture pelvienne, ceinture scapulaire).
Buhezad en ervez da c'hoarvezout goude ambidadur un ezel : dec'havaelañ a ra an ambideg e ezel ezvezant e rezh anglevadoù stekiñ, gwrez, laur, h.a. (sl. désafférentation : douleur de ∼, extérioration, illusion, , extérioration, illusion, La-11 415 hh.).
Azoniad o naouiñ dre reutadur laurus ar c'henvelloù eus unan pe, dibaotoc'h, eus an div vrec'h (an dorn hag ar skoaz pergen), gant dirazekadur an eskern hag un neuz gouliñvek, ha goude isteñvek ha sonnet, eus an dorn. Azoù e vez an dedro. Delanket e c'hell bezañ gant un daraez leiek, ur wezhiadenn surjianel bennak, bruskanaezioù 'zo (kevenkez kurunerel hag angwazhiad ar c'haher kalon pergen) pe nervanaezioù, un artroz eus melloù ar gouzoug, al lies anaez-se o tarallañ, dre ar forzh damougel, nervaouadur simpatek ar vrec'h. Darvezout a ra ivez a-wechoù war-lerc'h mezegadurioù 'zo (bevastalerioù eneptorzhellek, fenobarbital, iod skinoberiek marteze) hag emledañ neuze d'an izili traoñ.