Unanenn wered treluskañ an enzimoù, kementad enzim ret da dreuzfurmiñ un dindanad 1 mol en 1 eilenn ; ar c'hatal eo (arouez : kat) er reizhiad SI ; an unanenn gent, UI, a dalvez 16,67.10 -99 katal.
Trevnad aveadurioù goulevek o talvout da etrekennaskañ ar rouedad riezel : Transpac (F), Datapac (CDN), Telenet, Tymnet, Internet (USA).
Heuliad lizherennoù (etre 3 ha 5) oc'h aroueziñ rizh an ardivink ensteudet. An teir lizherenn gentañ zo ar re bouezusañ :
Al lizherenn gentañ a arouez ar gavenn ma c'hoarvez ar fraouadur : hini ebet (O), ur c'hentez (A), ur c'hofig (V) pe an daou (D).
An eil lizherenn a ziskouez ar gavenn ma 'z eo c'hoarvezet an dinoadur : hini ebet (O), ur c'hentez (A), ur c'hofig (V) pe an daou (D).
An trede lizherenn a zitour respont an adalf d'an dinoadur : heudiñ (I), fraouaat (T), an daou (D) pe hini ebet (O).
Ar pevare lizherenn a zenaou war vezañs (R) pe ezvezañs (O) eus emazasadur an talm fraouaat da gevassav an talmangwezh, eleze ha yevet eo an adalf ouzh ar striv pe get.
Ar pempet lizherenn a ziskouez bezañs pe ezvezañs ur fraouaat liesload : hini ebet (O), ur c'hentez (A), ur c'hofig (V) pe nep kenaozad eus A pe V (D).
Bez' ez eus bremañ adalfoù hep sont ha hep klozenn : kevaraezañ a reont ur fraouaat unkavenn hep sont. Yevet int ouzh gwrezverk ar c'horf, pezh a ro tu da vuiaat tead ar galon mar kresk gwrezverk ar c'horf. Desezet war-eeun er c'hofig dehou diwar-bouez ur c'hateter ebarzhet e gwazhienn ar vorzhed (e-kichen pleg ar varlenn), ne rekizont gwezhiadenn surjianel ebet, ha n'eus kleizenn ebet enta.
Reizhiad unanennoù dezvel angemeret gant lies riez. En orin e c'hoarveze a deir unanenn diazez : ar metr (m) evit an hedoù, ar c'hilogramm (kg) evit an tolzoù hag an eilenn (s) evit ar padoù. Adalek 1954 e voe ouzhpennet an amper (A) evit ar redoù tredan, ar c'helvin (K) evit ar gwrezverkoù gwreznerzhoniel hag ar c'handela (cd) evit al luc'hreadoù. E 1971 e voe ouzhpennet c'hoazh ar mol (mol) evit ar c'hementadoù danvez. Unanennoù deveret a vez graet eus an unanennoù all.