1 Gougemerusted arzeuat ar bevedeg ouzh parennoù strafuilhus. 2 Youl andistrec'h da gemer dramm a zoenoù argreskus (sl. accoutumance, chimiodépendance, dépendance, pharmacodépendance, toxico-manie).
Kaezhiadezh, eleze sujadur d'ur gwezher kimiek, o naouiñ dre ar youl distourmus d'e gemer e-maez a bep amkan mezegel ; un teskad termenoù damheñvelster a arverer hervez natur ar gwezher ebarzhet er bevedeg : drammgaezhiadezh, drammestoue, gwezherestoue, liaestoue, kimiestoue (sl. accoutumance, assuétude, chimiodépendance, dépendance, pharmaco-dépendance, toxicomanie) ; notomp e vez astennet arver addiction da sujadurioù all, evel ar c'hoari, ar greadoù revel, h.a.
Teskad an anadennoù bredel ha kreudel a ra da wezherioù 'zo (liaoù, drammoù), goude un amzer arveridigezh hir pe hiroc'h, bezañ diziouerus da gempouez bevedel ar gouzrec'h (sl. accoutumance, addiction, assuétude, chimiodépendance, pharmacodépendance, physicodépendance, psychodépendance, toxicomanie).