Pazenn gentañ an azoniad emazasaat, ouzh he ober ar bleuz hag an erwezhioù enepbleuz kentañ (sl. adaptation : syndrome d'∼ ).
Anadenn empennvarrwezadel, anezhi tolc'had ar gorvez alfa (gwagennoù o zalm etre 8 ha 13 dre eilenn, muiek e rannbarzh ar c'hilpenn) da geñver nep amveziad o tegas an evezh e par ar gwelout : digeriñ an daoulagad, ambredañ ur gounadenn pe un derc'hadenn weledel, strivañ da welout ; padal e c'hell hevelep goudaviñ c'hoarvezout ivez da heul kentrigennoù klevedel pe laurel.
Erwezh entonennel (entonennerwezh, Gl. intradermoréaction) pe kroc'henel (kroc'henerwezh, Gl. cutiréaction) embreget dre ar BCG bev pe lazhet evit dinoiñ an allergiezh torzhellek ; yaek e ve etre 20 hag 25 % eus an degouezhioù anerwezh ouzh an tuberkulin — komz a reer neuze a allergiezh danduberkulinel ; arveret e vez dreist holl da evezhiañ an allergiezh dianvaksinel.
Prouad embreget dre ensinklañ en donenn ur silad eus tiñvadur Brucella melitensis ; c'hoarvezout a ra an erwezh gant kleñvion ar brukelloz, ha yaek e tarvez chom etre daou ha pemp bloaz goude ar pare (sl. brucellose).
Argrezañ gwiennoù levn ar bolc'hennoù blev, oc'h ober d'ar blev hirisiñ gant ar yenion pe an efreizh.
Prouad amkanet da erc'hwiliañ gouested kreizennoù ar gouzerc'hvel da elloiñ borc'hadur ar gonadostimulineier gant ar c'hougorfenn ; talvout a ra, pa vez bonan ar vierezioù hag an enkrozhenn, da c'houzout ha devoudet eo angwezh ar rakgougorfenn gant un direizh anezhi pe gant un diouer kentraouiñ a-berzh ar gouzerc'hvel ; un aozad kevanaoz estrogendolc'her eo ar c'hlomifen.
Erwezh foel o tarvezout er poent eus ar c'hroc'hen ma voe dodet, goude araskañ, ul lomm eus danvezennoù 'zo (dedaolad garvevel, protein loenel pe struzhel, h.a.) pa vez ar gouziviad kizidikaet pe allergek outo ; embreget da gentañ gant an tuberkulin da zinoiñ bezañs un annon torzhellek ; arveret ivez da zeznaouiñ anaezioù darwalladel (astma, sifern allergek, linadell, ekzema).
Teskad an anadennoù oc'h erzerc'haat astal an nervreüsted e par an neuron loc'hañ trobarzhel : anvroudadusted an nervenn ouzh ar redoù galvaniek ha faradek, anvroudadusted ar c'haher ouzh ar red faradek, erwezh gorrek ar c'haher ouzh ar broudañ galvaniek.
Daskemm o tarvezout en empennvarrwezañ a-geñver gant an defraouiñ (steuz ar gwagennoù gorrek hag ar gwerzhidoù naouus d'ar c'housked).
Mizigon e dalc'h un anaf en dolbezenn gitern, anezhañ moned diarzoug an dorn hebiou d'an draezenn m'en astenner tremazi evit he c'hemer ; a rumm emañ gant an erwezh gavaelgar (sl. grasping-reflex).
Gorren-gouzizañ ar valvenn grec'h ankedalek diouzh loc'hadoù ar voull lagad, anadenn a stader gant ar pennsac'h bourbellus (sl. Basedow : maladie de —).
Serridigezh diarzoug an dorn pa vez spinet ar palv, a stader en nevezc'haned (damoug a-henhil) ha gant an azoniad talel (sl. évitement : réaction d'∼ ).
Erwezh hangaeel o c'hoarvezout gant gouziviaded ankizidikaet etre 24 ha 36 h goude keraezad un antigen allevek ; erzerc'haat a ra ur c'henniñv antigen-antikorf, diwar wered al limfokit T hag ar makrofag, kelligoù o piaouañ araezioù kelligpistriusted hag o vorc'hañ limfokinoù (ha n'eo ket diwar wered antikorfoù rakvezant er gwadveiz) ; e stadañ a reer e tro an erwezhioù kroc'hen ouzh an tuberkulin, ar flemmadennoù amprevaned, an aozadoù kimiek, en orin distaol an imboudennoù unspesadien, en erwezhioù difenn enepbakteri e-kerz an dorzhellegezh, ar brukelloz, an toksoplasmoz, al lovrezh, h.a. (sl. allergie, auto-immunité, hypersensibilité2, mémoire immunologique).
Erwezh foel o tarvezout el lec'h eus ar c'hroc'hen ma voe ensinklet en derm ur boc'hed eus un danvezenn o werediñ evel un antigen (toksin, h.a.) gant hiniennoù 'zo ; graet da gentañ penn gant an tuberkulin hag al luetin, e talveze ar prouad da zinoiñ tizhadoù gant an dorzhellegezh pe ar sifiliz ; arveret e vez hiziv evit andalañ derez hangae ar c'houziviaded ouzh un niver toksinoù (difterek, tetanek, strepokokel h.a.) hag ouzh allergenoù diseurt kiriek da gleñvedoù 'zo (astma, h.a.).
Erwezh kroc'hen lec'hel o tarvezout prim goude ur sankadenn histamin en derm : lerc'h ouzh lerc'h ez anad un tachad glas-gwenn, ur rodennad eritem tro-dro, erfin ur grugenn linadell gelc'hiek.
En imbourc'h ur gigenn, broudadusted galvaniek brasoc'h pa zoder an daou elektrod war ar pennoù anezhi eget pa arloer an tredan ouzh ar poent loc'hadel ; erwezh kleñvedel oc'h erzerc'haat astal arc'hwelel an nervenn loc'hañ, lodek en azoniad dic'henezhañ.
Teskad ar strafuilhoù, marvus alies, o tizhout un hinienn bet derenet d'ar gougemer hangaeel, da heul ensezadur un imboudenn puilh enni kelligoù hangaec'hougonek (mel eskern da skouer), anezho erzerc'hadoù diwar erwezh an imboudenn ouzh an ostiz, gwazhet, hep gallout emzifenn, e gelligoù hag e antigenoù gwiadkempadusted gant limfokit an imboudenn, ent klinikel : treutadur, darc'hoal, dispuilhadoù gant darallad ar faner, poreadoù, avufelc'husvent, isteñv ar organoù limfoidel.
Dreistpad argrezadur lodenn grec'h ar gigenn dristuriek da heul ar faradegañ, arouez bet deskrivet gant Söderbergh er miksedem ha gant Clovis Vincent en empennfo darreuziat.
Strafuilh dibarek eus tredanvroudadusted ar c'higennoù gant ar viopated : isvroudadusted galvaniek ha faradek ar gigenn isteñvek, anezhi un direizh kementadel hep darallad doareadel a 'n argrezañ.
Strafuilh e tredanvroudadusted ar c'higennoù, o c'hoarvezout a zaskemmoù doareadel e furm an argrezadoù, gorrekoc'h da zeraouiñ ha da baouez (dreistpad ar galvanotonuz goude astal ar red tredan), ha kementadel : muiaat ar vroudadusted galvaniek ha dreist holl faradek, a-c'hin d'ar pezh a stader en erwezh dic'henezhadur (sl. réaction de dégénérescence).
Studi ar c'hwezparañ e par ar bizied ; arloet e vez mezal ar re-mañ ouzh ur baperenn : dre arwerc'hañ ar baperenn gant un dileizhenn ninhidrin ez anad ar roud eus igorennoù ar gwagrennoù c'hwezparañ, amprouenn oc'h araezañ studi ergorek an eraeziñ kroc'henel (diwar gouliadur un nervenn da skouer), rak an un tiriad zo d'an aneraez ha d'ar c'hwezanpar.
Erwezh foel o c'hoarvezout en daou zevezh kentañ goude dodiñ un dakenn duberkulin devec'hiet ent yen ha formolet war an epiderm spuret dre an eter ; prouad kizidikoc'h hag aesoc'h da embreger eget an erwezh kroc'henel (sl. cutiréaction).
Erwezh hollek pe lec'hiek, kroc'henel pergen, a-berzh ar c'horf pa vez e diastok gant un danvezenn ez eo dreistkizidik outi.
Anadenn o tarvezout gant ur gouzrec'h hangaeet a-rakwez gant un antigen savelet, pa zevoud un diounezad nevez eus an kez antigen ur muiadur eus ar feur antikorfoù keñverek, pe a lak an antikorf steuziet da zinodiñ en-dro. C'hoarvezout a ra an erwezh-se da-geñver ensinkladennoù azgrenaat ar vaksinadurioù. E dalc'h ur vemor hangaeel (sl. mémoire immunologique).
(sl. anaphylaxie).
(sl. chair de poule).
Nep hentenn bevgimiek, gwadveizouriel, hangaeoniel, h.a., dewerc'het in vitro pe in vivo e sell d'an deznaou.
(sl. dégénérescence : réaction de ∼ ).
Isvroudadusted faradek ar c'higennoù.
(sl. myotonique : réaction ∼ ).
(sl. grasping reflex)
Lankad ar gwadkaeañ kentael ma vorc'h buan ar pladanoù, daskemmet gant o glenadur ouzh speurioù ar gwazhied, un niver bennak a zanvezennoù (ADP, ATP, serotonin, katekolamin, K + , Ca ++ , parenn bladanel 4) kevaraezus d'ar c'haoulediñ. Gwezhusaet eo ar vorc'hidigezh-se gant bezañs louc'hadoù trombin. Diaraogiñ a ra an erwezh dilaoskiñ ar pladandazañ.
Anvet ivez gorregezh ar stroñsad kaherel : argrezad gorrek ar gigenn dindan wered ar red galvaniek, arsellet hepken war ur gigenn dic'henezhet he nervenn.
Erwezh arsellet e degouezhioù 'zo a ledangwel, naouus dre ezvezañs an damoug luc'hloc'hadel, pa angorzh ar fraouaat luc'hel hanterenn al luc'hsae o klotañ gant an tu anafet.