Preder
Formation substitutive.Ersatzbildung.substitutive formation.furmadur erlec’hiad. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen oc’h aroueziñ an azonoù pe furmadurioù kendalvoud evel ar goustaolioù, ar bommoù fent, h.a., e kement ma amsavont an endalc’hedoù diemouez. Seurt erlec’hiadur a ranker kompren e daou zoare : a) armerzhel, an azon o pourchas ur boziad erlec’hiadek d’ar c’hoant diemouez, b) argelel, an endalc’hed diemouez o vezañ amsavet gant unan all hervez linennadoù-strollata ’zo. An termen furmadur erlec’hiad zo da lakaat e-keñver an termenoù furmadur treuzvarc’had ha furmadur erwezhiad : pep azon, dre ma’z eo an dedaol diwar ar c’henniñv-difenn, zo ur furmadur treuzvarc’had ; e kement ma pourchas boz d’ar c’hoant, ez anad evel furmadur erlec’hiad ; e kement m’en em ziskouez drezañ an argerzh-difenn, e wisk ar stumm eus ur furmadur erwezhiad.

plasma : succédané du ∼plasma volume expandererlec'hiad  g. ar plasma ― Geriadur ar vezekniezh

Liñvenn golloidel (albumin, dekstran), kevatal he gwask onkotek da hini ar plasma, a drefenner er wazhienn en amkan kevassav arwastadez ar gwad ha mirout ouzh ar gwadisec'honad, eleze ouzh fuadur ar plasma d'an ec'honenn ezwazhiedel (Gl.  espace extravasculaire), (sl.  colloïdal : état , compensa-tion, équilibre , compensa-tion, équilibre 3, hypovolémie).

Substitut.Ersatz.substitute.erlec’hiad. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Sl. FORMATION SUBSTITUTIVE.

succédanéerlec'hiad g. ; erlec'hiadenn b. ― Geriadur an armerzh
succédané1 succedaneous 2 succedaneum1 erlec'hiat aa. 2 erlec'hiad g. ― Geriadur ar vezekniezh

1 A-zivout ul lia, ur gwezher arveret e-lec'h unan all, gant an hevelep perzhioù. Gwezher, lia erlec'hiat.