Preder
Choix d’objet narcissique.narzisstische Objektwahl.narcissistic object-choise.debarzh ergerc’henn narkisek. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Rizh a zebarzh ergerc’henn graet diwar batrom darempred ar gouzrec’h outañ e-unan, pa vez an ergerc’henn o terc’houezañ en un arvez pe unan all personded ar gouzrec’h.

Choix d’objet par étayage.Anlehnungstypus der Objektwahl.anaclitic type of object-choice.rizh gouskorel a zebarzh ergerc’henn, debarzh ergerc’henn gouskorel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Rizh a zebarzh ergerc’henn ma’z eo dibabet ergerc’henn ar garantez diouzh patrom ar gouezvoudoù kerentel e kement ma vastont da ezhommoù ar bugel a-fet boued, gwarez, evezh. Emañ e ziazez en devoud ma tiorre al luzadoù revel e gouskor al luzadoù-emgemmirout.

Sl. ÉTAYAGE.

Choix d’objet, choix objectal.Objektwahl.object-choice.debarzh ergerc’henn. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Dibab un den pe ur rizh den da ergerc’henn a garantez. Kemm a lakaer etre an debarzh ergerc’henn bugelvezh hag an debarzh ergerc’henn kaezouregezh, an eil o tigeriñ an hent d’egile. Hervez Freud ez eus div vodelezh pennañ d’an debarzh ergerc’henn : an debarzh ergerc’henn gouskorel hag an debarzh ergerc’henn narkisek.

An termen debarzh ne zleer ket reiñ dezhañ ster un dilenn frank etre meur a hent gallus ; merkañ a ra hepken an tonkus hag an dieiltro ez eo evit ar gouzrec’h en un ampoent eus e istor treiñ ouzh un ergerc’henn resis. E lec’h all, e komz ivez Freud eus Objektfindung (kavadur an ergerc’henn).

Clivage de l’objet.Objektspaltung.splitting of the object.disfaout an ergerc’henn. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Gwikefre deskrivet gant Melanie Klein ha sellet ganti evel an difenn kezivikañ ouzh an enkrez : an ergerc’henn, buket outi al luzadoù erotek ha distrujus, a vez faoutet, rannet etre un ergerc’henn “vat” hag un ergerc’henn “fall” o devo pep a donkad distag e c’hoari ar gougantañ hag an ervannañ. C’hoarvezout a ra disfaout an ergerc’henn er savlec’h paranoidel-skizoidel ma toug war ergerc’hennoù darnel. E adkavout a reer er savlec’h gouvidel ma toug neuze war an ergerc’henn hollel.

En ur ser ez a disfaout an ergerc’hennoù gant un disfaout keñverek eus ar me etre me “mat” ha me “fall”, ar me o vezañ amparet, gouez d’ar skol gleinek, diwar-bouez gougantadur an ergerc’hennoù.

Libido du moi — libido d’objet.Ichlibido — Objektlibido.ego-libido — object-libido.libido ouzh ar me — libido ouzh an ergerc’henn. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termenoù degaset gant Freud evit digemmañ daou vod-annodiñ eus al libido : houmañ a c’hell kemer da ergerc’henn pe ar gouzrec’h e-unan (libido ouzh ar me, libido narkisek) pe un ergerc’henn en diavaez eus ar me (libido ouzh an ergerc’henn). Hervez Freud, ez eus ur ventel c’hremm etre an daou vod-annodiñ, al libido ouzh an ergerc’henn o tigreskiñ pa gresk al libido ouzh ar me hag a-c’hin.

En amzer gentañ eus remzi ar gouzrec’h ez annodfe al libido er me (narkisegezh kentael) ; en un eil amzer e vefe kaset, diwar ar me, etrezek ergerc’hennoù diavaez. Al libido, evel gremm luzadel, o sevel diouzh andonioù diseurt an tachadoù erogen, a yafe d’en em dolpañ er me, oc’h ober anezhañ he ergerc’henn gentañ ; en un eil lankad, ar me, o c’hoari roll ur mirlec’h, un andon nevez a c’hremm luzadel, a dalvezfe dezhi da boent-loc’hañ evit annodiñ en ergerc’hennoù diavaez.

Dav eo merkañ e talvez amañ “ergerc’henn” kement hag “ergerc’henn en diavaez eus ar me”.

Forc’hellek e chom an termenoù alamanek, saoznek ha gallek : Ichlibido, ego-libido, libido du moi a c’haller intent evel “libido eus” koulz hag evel “libido ouzh ar me”. Rak se e kavomp gwell ober gant an araogenn. Diouzh ret e ve tu da lavarout : libido veel, libido ergerc’hennel (sl. Sp. libido objetal, It. libido oggetuale), hogen gant spisaat bewech.

objet (affectif) (Psychan., Philo.)ergerc'henn ― Gerva an brederouriezh
objet (d’amour, &)ergerc'henn b. ― Gervaoù skiant
Objet partiel.Partialobjekt.part-object.ergerc’henn darnel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Rizh ergerc’hennoù a zo buket outo al luzadoù darnel. Bez’ ez int parzhioù eus ar c’horf, trael pe eriunellel (bronn, kaoc’h, kalc’h), pe o c’hevatalioù argelel. Un den ivez a c’hell bezañ hevelebet ouzh un ergerc’henn darnel.

Ar vredelfennerion eus skol Melanie Klein eo o deus degaset an termen ha roet dezhañ ar pouez en deus hiziv. Koulskoude edo ar c’heal gant Freud endeo, da skouer pa save roll ar c’hevatalderioù etre ergerc’hennoù darnel (bugel = kalc’h = kaoc’h = arc’hant = prof). Melanie Klein a ziskouezas e vez ardaolet ent eriunellel d’an ergerc’henn darnel doareoù a zo re ur person (ergerc’henn heskinus, dizoanius, madelezhus, h.a.).

Objet transitionnel.Übergangsobjekt.transitional object.ergerc’henn ardreuzadek. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen degaset gant D.W. Winnicott da aroueziñ un draezenn dezhi un talvoud dibarek evit ar vagadell pe ar bugel bihan d’an ampoent ma van kousket pergen (da skouer korn ur pallenn, ur servietenn sunet gantañ). Arver an traoù a’r rizh-se zo, hervez an aozer, un anadenn reol o reiñ tro d’ar bugel da sevel un ardreuzad etre an darempred genaouel kentañ hag an darempred gwirion ouzh ergerc’henn.

Objet.Objekt.object.ergerc’henn. ― Geriadur ar bredelfennerezh

An ergerc’henn, kendavead al luzad, eo ar pezh a glask ennañ ha drezañ al luzad diraez e bal, eleze kaout e walc’hadur. Bez’ e c’hell bezañ un den, ergerc’henn hollel, pe un ergerc’henn darnel, un ergerc’henn drael pe un ergerc’henn eriunellel.

Ergerc’henn a reer ivez eus kendavead ar garantez (pe ar gasoni) : emañ neuze an darempred etre an den en e bezh, pe ensav ar me, hag un ergerc’henn buket outi evel hollelezh (un den all, ur voudelezh, un eorizh, h.a.).

Ur gudenn a zo bet pleustret kalz warni eo hini spesadegezh an ergerc’henn. Mar doug al luzad d’un oberiezh spesadek (sunañ, da skouer), ez eo pell an ergerc’henn a vezañ ken spesadek all (ur biz, ur sigaretenn, un died, evit komz eus ergerc’hennoù trael hepken). A-du-rall, ma n’eo ket savelek, raktonket, debarzh an ergerc’henn, ned eo ket dargouezhek kennebeut ; an disoc’h eo eus un dehentadur anheulret, daelerezhek : tresoù deberzhek ’zo eus un ergerc’henn savelet d’un oad, er vugeliezh peurliesañ, o devez levezon war an ergerc’hañ a-c’houdevezh. Mard eo strizh skalfad ar gallusterioù evit a sell ergerc’hennoù al luzadoù-emgemmirout (pal spesadek ar sec’hed eo evañ, an ergerc’henn spesadek eo al liñvennoù dourek), ez eo kalz ledanoc’h evit a sell ergerc’hennoù al luzadoù revel. An arbenn eo e tiorre al luzad revel e gouskor al luzadoù-emgemmirout, ar re-mañ o tigeriñ hent o ergerc’henn d’ar re-se ; ha, dreist-holl, e c’hell al luzadoù revel tremen gant ergerc’hennoù eriunellel, tra ma rank al luzadoù-emgemmirout kaout ergerc’hennoù trael. Da skouer, er bazenn c’henaouel, ergerc’henn al luzad-emgemmirout eo ar boued, hogen ergerc’henn al luzad revel (luzad genaouel) eo ar pezh a vez gougorfet, ken ergerc’hennoù trael, ken ergerc’hennoù eriunellel, an eil re hag ar re all astennet o erdal kalz en tu all d’ar boued.

Dav eo merkañ e talvez ar Gl. objet, ar Sz. object, an Al. Objekt, h.a., kement hag “ergorenn” ivez, eleze kendavead an ergorañ (merzout, anaout, dezevout, dec’hmegañ, h.a.). E-se e tleer diforc’hañ ervat ergerc’hañ “amparañ (evel) ergerc’henn” hag ergorañ “amparañ (evel) ergorenn”.

Relation d’objet, relation objectale.Objektbeziehung.object-relationship, object-relation, objectal relationship.darempred ouzh ergerc’henn, darempred ergerc’hennek. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen boaziet kenan gant ar bredelfennerezh kempredel da aroueziñ mod daremprediñ ar gouzrec’h ouzh e amved, daremprediñ o vezañ an disoc’h kemplezh hag hollel diwar frammadur ar bersonelezh, diwar an dec’havael mui pe vui eriunellek eus an ergerc’hennoù, diwar rizhoù difenn brientek.

Komzet e vez eus darempredoù ouzh ergerc’henn a zo re ur gouzrec’h lavaret, hogen ivez eus rizhoù darempredoù ergerc’hennek o taveiñ da lankadoù emdreiñ (da skouer, darempred ouzh ergerc’henn genaouel) pe da vredanaezioù (da skouer, darempred ouzh ergerc’henn melankolek).

Mar greas Freud a-wechoù gant Objektbeziehung, ne oa ket ar c’heal lod en e venvegad meizadoù. E zegasadur e 1930 a verkas, evit bredelfennerion ’zo, an tremen eus ar vredoniezh a’n hinienn d’ur vredoniezh etre-personel.

Evit Freud ez eus un diforc’h krenn etre pal hag ergerc’henn. Desavelet eo ar pal gant ar rizh luzad darnel e kaoz hag, e dibenn dezrann, gant an andon greudel ; da skouer, ar gougorfañ zo ar mod oberiezh piaouel d’al luzad genaouel ; e tro emañ da vezañ treuzlec’hiet war venvegadoù estreget ar genou, tuginet, treüc’het, h.a., hogen bevennoù zo d’e vezelladusted. Evit an ergerc’henn, e lak Freud war wel he deberzhegezh, oc’h ezplekaat an termen-mañ dre ziv lakadenn genglokaus :

a) an ergerc’henn zo kement tra o pourchas boz, hag e-se ez eo keveskemmus betek ur par ;

b) dre berzh istor an hinienn en em gav spisaet an ergerc’henn ken ma n’eus evit pourchas boz nemet un ergerc’henn dibar pe nep erlec’hiad o tougen an doareennoù spesadek anezhi. N’eo ket an ergerc’henn a zo unveziadek hogen un teskad tresoù spesadek.

An diforc’h etre andon, ergerc’henn, pal a dalvez da Freud da stern-daveiñ, a ya gwevnoc’h pa seller ouzh al luzadurezh. En ur bazenn lavaret, mar bez desavelet ur mod daremprediñ ouzh ergerc’henn (ar gougorfañ da skouer) gant ar benvegad-mañ-benvegad (ar genou), ez eus gant an arc’hwelerezh-se roll ur pimpatrom : diwarnañ e c’hallo holl oberiezhoù all ar gouzrec’h — kreudel pe get — bezañ intret gant euladoù genaouel.

Ober a reer gant “darempred ouzh ergerc’henn” ha n’eo ket gant “darempred ouzh an ergerc’henn”, gant “darempred ergerc’hennek” ha n’eo ket gant “darempred ergerc’hennel”, evit merkañ ez eus aze keñverioù amparus daoudu, eleze, diwar-bouez seurt darempred, e vez amparet war un dro gouzrec’h hag ergerc’henn ha n’eo ket savelet keñverioù diavaeziek etre div elfenn gentvezant.

représentation d'objet du désir (Philo.)derc'hañ ergerc'henn ― Gerva an brederouriezh
“bon” objet, “mauvais” objet.“gutes” Objekt, “böses” Objekt.“good” object, “bad” object.ergerc’henn “vat”, ergerc’henn “fall”. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termenoù degaset gant Melanie Klein da aroueziñ ar c’hentañ ergerc’hennoù luzadel, darnel pe hollel, evel ma anadont en eriunellañ ar bugel. Ardaolet e vez outo ar perzhioù “mat” ha “fall”, n’eo ket hepken diwar ma’z int kevozius pe disvozius, hogen dreist-holl diwar ma’z eo ervannet warno luzadoù libidinel pe distrujus ar gouzrec’h. Hervez Melanie Klein, ez eo disfaoutet an ergerc’henn darnel (ar vronn, ar c’halc’h) en un ergerc’henn “vat” hag un ergerc’henn “fall”, hevelep disfaoutadur o vezañ ur mod-difenn kentañ ouzh an enkrez. Heñveldra e vo disfaoutet ivez an ergerc’henn hollel (mamm “vat” ha mamm “fall”, h.a.)

Gant an ergerc’hennoù “mat” ha “fall” e c’hoarvez argerzhioù ar gougantañ hag an ervannañ.

An daouaskoù arveret gant Melanie Klein a verk eriunellegezh ar perzhioù “mat” ha “fall” ardaolet ouzh an ergerc’henn.