Lors d'un amarrage sur un coffre, l'une des extrémités de la bosse est tournée sur la bitte, l'autre est passée dans l'anneau du coffre, ramenée à bord et tournée elle aussi sur la bitte.
Pa ereer ouzh ur c'hofin, e vez punet ar penn eus ar bos ouzh an arbil, tremenet al lost dre organell ar c'hofin, degaset war vourzh ha punet eñ ivez ouzh an arbil.
Aujourd'hui c'est miracle d'avoir un bout de quai pour soi tout seul ; le plus souvent il faudra envisager de venir s'amarrer à couple d'un bateau qui lui-même est à couple d'un autre bateau et ainsi de suite jusqu'au quai.
Hiziv eo bevez kavout a-hed ur c'hae ul lec'h d'ar vag ; ret e vo peurliesañ he eren a-skoaz gant unan a zo a-skoaz he unan gant un all hag evel se betek ar c'hae.
Un amarrage de fortune pour fixer une barre de flèche sur un hauban se fait de la même manière que le fourrage d'un œil cousu.
Eren ent ersezat ur brankod ouzh un obank a reer evel ma feurer ul lagad gwriet.
On peut être amené à utiliser les drisses pour d'autres opérations que le hissage des voiles, par exemple pour amarrer contre un quai un bateau à l'échouage ou pour repêcher un homme à la mer.
Diouzh an degouezh e c'haller arverañ an drisoù evit estreget gorren ar gouelioù, da skouer evit eren ouzh ur c'hae ur vag sko pe evit adlestrañ un den kouezhet er mor.
Amarrer la barre dans l'axe.
Eren ar baol e kreiz.
Un coffre d'amarrage doit être rempli de matériaux flottants pour être insubmersible même crevé.
Ur c'hofin eren a rank bezañ leuniet gant dafarennoù arneuñvat evit chom anveuz, ha pa ve toullet.
Termen arveret gant Freud evit aroueziñ e doare hollek-tre hag e-barzh gwereoù diseurt — bevedel koulz ha bredel — ur wezhiadenn o herzel ouzh diveradur frank ar broudadoù, o stagañ an derc’hadoù kenetrezo, oc’h amparañ hag oc’h arzerc’hel furmoù stabil a-walc’h.
Deurus eo heuliañ emdroadur meiz Freud e-keñver keal an eren.
I. E-barzh Entwurf einer Psychologie (1895), e talvez Bindung an tremen a ra gremm ar benvegad neuron eus ar stad diere d’ar stad ereet. Freud a dermene ar me evel ur bloc’had neuron kenereet mat diwar-bouez arloezadoù mat. Seurt bloc’had kenere a embrege e-unan gweredoù heudañ pe eren war argerzhioù all. A-gevenep d’ar Bindung (eren) edo an Entbindung (dieren), termen oc’h aroueziñ dilaosk trumm ar gremm. Meneg a ra Freud eus Unlustentbindung (dilaosk divliz), Lustentbindung (dilaosk bliz), Sexualentbindung (dilaosk [broud] revel), Affektentbindung (dilaosk kantaezad), Angstentbindung (dilaosk enkrez). Pep distro etrezek un argerzh kentael, pe kreskiñ pe digreskiñ a rafe an tennder, zo ur strafuilh evit arstalegezh ar me.
II. E-barzh Jenseits des Lustprinzips (1920), e ra Freud anv eus un eil rizh ereadoù : e-kichen an eren amparus d’ar me, e teskriv unan all nesoc’h d’ar savelennoù o ren war an eriunañ diemouez ha desezadur an eriunelloù, savelennoù a zo re an argerzh kentael : ar gremm diere ne c’hoarvez ket eus un diskarg vloc’hek a vroud, hogen eus un amred a-hed chadennadoù derc’hadoù amparet gant liammoù-strollata. En eil rizh ereadoù, e venn Freud gwelout diazez ar vac’henn-arreata, houmañ o vezañ evitañ merk al luzadelezh.
III. Erfin, e stern arlakadenn diwezhañ al luzadoù, e teu an eren da vezañ penndezverk al luzadoù a vuhez a-gevenep d’al luzadoù a varv. “Pal an Eroz eo savelañ unvezioù bepred brasoc’h, eleze kemmirout ; an eren eo. Pal al luzad all, er c’hontrol, zo freuzañ an darempredoù, eleze dispenn an traoù.”