Gorregezh an eraeziñ.
Santout er c'hemeradur bevedourel, termen o vont alies da lostrann, sl. doneraeziñ (Gl. sensibilité profonde), gwaskeraeziñ (Gl. baresthésie).
Astal merzhidigezh ur gentrigenn groc'henel pa zouger war un dro ganti ur gentrigenn all en ur poent all a-gendu pe a-eiltu eus ar c'horf ; strafuilh lodek en azoniadoù kiternel.
Santout al loc'hoù o c'hoarvezout gant parzhioù hon c'horf.
• propriété de deux gènes allèles perzh gant div c'henenn allel • propriétés antigéniques perzhioù antigen • propriétés hapténiques perzhioù hapten • propriétés organoleptiques perzhioù merzhadennel • propriétés protectrices perzhioù gwareziñ • sensibilité profonde et proprioceptive eraeziñ endon- hag anunfraouadel • ses propriétés antigéniques et immunisantes e antigenegezh hag e hangaeüsted • stimulations proprioceptives anunfraouadoù
Merzhout ar stlenn loc'hadel dastumet e par organoù al loc'hañ, kigennoù, stirennoù, eskern, kenvelloù.
1 Perzh ur buzer da vezañ fraouaet. 2 Perzh e piaou d'an nerveg da zegemer, dezrannañ, gougevaniñ ar c'hentrigennoù ha da vezañ en doare-se stlennet war an anadennoù diavaez ha diabarzh. 3 a-zivout ur gouzrec'h, perzh da santout ul laur. 4 Er stadegouriezh, andalad araezusted ur prouad da reiñ un disoc'h yaek pa vez gwiriet ur c'houlakadenn. Enebet eo ouzh ar spesadelezh, andalad araezusted ur prouad da reiñ un disoc'h nac'hek pa na vez ket gwiriet ar c'houlakadenn. Pouezus kenan eo an daou andalad-se er reuziadoniezh hag e dinoerezh an arhentoù, dreist holl diwar-bouez ar c'hrommennoù ROC (Sz. receiver operating characteristic), eleze ar c'hrommennoù kizidigezh /spesadelezh o titouriñ naouusterioù digonusted ur prouad. E mezekniezh enta, diuzusted pe kizidigezh ur prouad zo e varr diournat an holl glañvourion (eleze kaout an niver izekañ a c'haounac'heion), tra ma 'z eo spesadelezh an kez prouad e varr diournat ar glañvourion nemetken (kaout an niver izekañ a c'haouyaeion).
Eraeziñ kroc'henel (stokeraeziñ, gwrezeraeziñ), o kevaraezañ ur skarat fin en egor.
Eraeziñ ur gorrefraouva, eleze laureraeziñ, gwrezeraeziñ ha yenioneraeziñ, gwaskeraeziñ, daznaout an ergorennoù hag an dafaroù, h.a.
Eraeziñ e dalc'h ar flugezfraouadoù.
Eraeziñ e dalc'h an anunfraouadoù, diwar ar broudadoù e par ar c'higennoù hag ar c'henvelloù.
Eraeziñ kroc'henel e dalc'h, da gentañ, ar c'hentrigennoù kreñv (gwrezverk ha laur pergen), hep dezrannañ fin ar gentrigenn pe al lec'hiadur anezhi , amkanet hepken da zeluskañ erwezhioù gwareziñ a-berzh ar bevedeg.
Termen hollek oc'h erdalañ an doareoù merzhout kevarall eus ar c'horf (nemet ar re e dalc'h an organoù skiantennel arbennikaet : gweled, kleved, h.a.).
Eraeziñ o trebadout en un ezel pe un hanrann ezel, daoust ma 'z eo bet skejet un darn eus an nervennoù degasat.
Hollad ar santadurioù gougoret gant ar sanioù hantergelc'hiek ha rakkambr ar milendall. Ar re gentañ a zitour durc'hadur hon penn en egor hag an eil hon lak da verzhout al loc'hadoù treuzkludañ.