Enzim enaozet gant an avu o treuzfurmiñ er skevent an angiotensin I en angiotensin II (gwazhiedstrishaer kreñv) hag oc'h ezniñvañ ar bradikinin (gwazhiedfrankaer) ; tolc'herioù (Gl. inhibiteurs) an enzim amdreiñ a ziounezer ouzh an uswask talmerel hag ar skorted kalon.
Danvezenn broteinek bevenaozet en araez dre he ferzhioù treluskañ da vlivaat un dazgwered kimiek lavaret ; bez' ez eus anezhi pe un holoprotein o c'hoarvezout a amindrenkennoù hepken, pe un heteroprotein oc'h enderc'hel, ouzhpenn amindrenkennoù, ur stroll prostetek, hemañ oc'h amparañ ar c'hoenzim, ar parzh proteek o vezañ an apoenzim (sl. apo-enzyme, coenzyme).
Enzim enaozet en avu o treuzfurmiñ er skevent an angiotensin I en angiotensin II (gwazhiedstrishaer kreñv) hag oc'h ezniñvañ ar bradikinin (gwazhiedfrankaer) ; gwered ezniñverioù an enzim amdreiñ (Gl. inhibiteurs de l'enzyme de conversion, Sz. conversion enzym inhibitor) eo leiaat ar gwask talmerel dre heudiñ enaoz an angiotensin II hag ec'haoz ar bradikinin ; o diounit a reer evit prederiañ an uswask hag ar skorted kalon.