Termen lezennel o verkañ ar c'hleñved bred e kement ma rank ar barnerezh derc'hel kont anezhañ (darbaroù gwareziñ ha prederiañ ar c'hlañvour, andalañ kiriegezh ar gehuzidi) ; un arver all zo da envedi er vredkleñvedouriezh (sl. démence).
Daralladur dieiltro eus an arc'hwelioù bredel : naoudezh, kounerezh, meizerezh, dezeverezh ; ent klasel e keveneber an envedi, a zo un argizañ, hag an dilerc'hegezh (an “dioded”), a zo un darniñ a 'n diorreadur ; e-touez an envedioù kozhiadel ha rakkozhiadel e tiforc'her an envedioù dic'henezhadel, evel kleñved Alzheimer, hag an envedioù gwazhiedel pe talmerennadel.
Envedi e dianlen ur strewad anafoù heskwadel en empenn.
Seurtad envedi dic'henezhadel o kevrediñ koll arc'hwelioù an naout, trezerc'hioù gweledel adfeilhus hag un azoniad parkinsonek.
Stroll envedioù dic'henezhadel naouus ent neuziadurel dre isteñv muiek an tolbezennoù tal hag ividig hag ent klinikel dre ar mirealoù (strafuilhoù an noa, amlez korfel, andeur) anatoc'h eget direizhoù an naout ; rizh envedi a denn dezhañ kleñved Pick ; stadet e vez ivez alies e-kerz ar skleroz kaheristeñvel kostezel (Gl. sclérose latérale amyotrophique).
Teskad anadennoù nervel a stader gant ar vokserion a vicher, anezho un dizampartiz war washaat, digenurzh ar fiñvoù, krenerezh, a-wechoù reuter, migevaot ha divig kefredel ; gorrek hag argreskus eo an dedreiñ.
Rouestlad goulerc'hat a 'r sifiliz, naouus, ent neuziadurel dre un danijenn strewek ar c'hreizennoù nervel hag ar goloioù anezho gant bezañs Treponema pallidum er gwiadoù, ent klinikel dre zisleberadur argammedek ar meizerezh, un ambren (meurvreadezh) ha strafuilhoù nervel : luziadur ar gomz, maboù lagad distummet, kren an teod; dedreiñ a ra d'an envedi ha d'an andalc'hiadezh ; darvezout a ra ar marv dindan 3 pe 4 bloaz.
NOTENN : Da envel ar c'hleñved-mañ eo boaziek ar gerioù Gl. paralysie, Sz. paralysis, Al. Lähmung, evit da steuz al loc'hañ bezañ un azon a eil renk. Kinnig a ran ivez ober gant Br. seizi ha peluz. Ne 'm eus ket kredet terriñ an henvoaz, seul gent ma 'z eo dibaot kaer hiziv ar sifiliz “pervedel” (sl. syphilis).