Preder
introversionintroversionentroadur ― Geriadur ar vezekniezh

(Bredelfenn-erezh) termen luniet gant Jung da aroueziñ didenn al libido diouzh an ergerc'hennoù diavaez davit bed diabarzh ar gouzrec'h, amprestet hag azveret e ster gant Freud : hervezañ e tidenn al libido dre gevannodiñ furmadurioù derc'hadel e diabarzh ar bred (sl.  extraversion).

Introversion.Introversion.introversion.entroadur. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen degaset gant Jung da aroueziñ e doare hollek distagadur al libido diouzh he ergerc’hennoù diavaez hag an didenn anezhi davit bed diabarzh ar gouzrec’h.

Adkemeret eo bet ar ger gant Freud a strishaas e arver d’un didenn eus al libido o tisoc’hañ gant he annodiñ e furmadurioù derc’hadel e diabarzh ar bred, e kemm ouzh didenn al libido davit ar me (narkisegezh eilvedel). Abegiñ a ra boaziadur re ledan an termen “entroadur” pa zegouezh gant Jung kennotañ ar psikoz evel “neuroz entroadur”. Freud a laka meizad an narkisegezh (eilvedel), e kement ma’z eus anezhi un didenn eus al libido davit ar me, a-gevenep da veizad an entroadur, e kement ma’z eo hemañ un didenn eus al libido davit eriunelloù, ha kennotañ a ra ar psikoz evel “neuroz narkisek”.