Arc'hwel meziantel pe funiek e amkan diuz un elfenn a-douez un teskad elfennoù a un rizh dre riñvañ un enneg : ennegañ ur ger memor, ur marilh, un organ trobarzh. Hervez ar bennaenn dedalvezet, e tiforc'her lies mod ennegañ
Sl. [dindan]
Mod ennegañ ma vez graet an arglask er vemor dre geñveriañ ar stlennad arglasket, anvet deskriver, gant endalc'had pep lec'hienn vemor.
Mod ennegañ ma verk dik an enneg al lec'hienn alvezel arglasket.
Kalvezder meziantel o talvout da zebarzh ul lec'hienn vemor bennozh d'ur riñvadur o lakaat e penn-kont war-eeun ar stlennad da renkañ pe da zaskavout.
Mod ennegañ ma emañ ar stlennad, boneget war un niver bitoù bihan, endalc'het e-barzh an ditour e-unan.
Mod ennegañ riñvet ma tiraezer enneg an elfenn arglasket dre sammata endalc'had ur marilh ibiliañ ouzh an enneg endalc'het en ditour. An azvuiadañ er marilh ibiliañ da bep tremen en un dol c'houlev a gevaraez ennegañ lerc'h ouzh lerc'h holl elfennoù ur rezi roadennoù.
Mod ennegañ ma verk an enneg ul lec'hienn oc'h enderc'hel un enneg all o verkañ lec'h ar stlennad e-unan.
Stumm eus an ennegañ daveel : ampleg e vez an diazez, dre zave d'ur marilh anhaezadus d'ar goulever.
Mod ennegañ ma c'hoarvez an enneg a ziv rann, an diazez, an dilec'hiad. Peurliesañ e vez boneget an dilec'hiad war-eeun en ditour. Ar rann diazez a c'hell bezañ ampleg (ennegañ diouzh ar bajenn), pe ezpleg ; endalc'het e vez neuze en ur marilh haezadus d'ar goulever, a c'hell da heul daskemmañ dre c'houlev lec'h ar maezioù er vemor. Arver an ennegañ a-ziazez a gevaraez diskoulmañ kudennoù an derannañ memor dialuskel, pa c'hell an holl ennegoù bezañ riñvet adal an diazez. Anv a reer neuze a dreuzkludañ ennegoù.