Preder
abandon : névrose d'∼neurosis of abandonmentneuroz g. emzivated ― Geriadur ar vezekniezh

Neuroz naouus dre an enkrez a vezañ dilezet hag an ezhomm diogelroez.

névrose d'abandonneurosis of abandonmentneuroz emzivated ― Geriadur ar vezekniezh

Termen degaset gant an Helvetiz Germaine Gueix ha Charles Odier e 1950, evit aroueziñ un daolenn glinikel ma sour an amgren da vezañ dilezet hag an ezhomm diogelroez, o tarvezout peurliesañ goude koll ul liamm kantaezel gouskorat, o tizhout ken ar vugale, ken an oadourion hag an henaded ; deskrivet e vez evel un neuroz ragedipel ; erzerc'hañ a ra dre ar gouvid, ar malouen, an enkrez, a-wechoù an anc'hrez, an darwantusted, pe an emlazh (sl.  anaclitique : dépression , , GBLF 799-812).

Névrose d’abandon.Verlassenheitsneurose.neurosis of abandonment.neuroz emzivated. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen degaset gant bredelfennerion helvetiat (Charles Odier, Germaine Guex) da aroueziñ un daolenn glinikel ma kaver da azonoù pennañ an enkrez a vezañ dilezet hag an ezhomm diogelroez. Ragedipel e ve arbennelezh ar seurt neuroz. Ne c’hoarvezfe ket dre ret da heul un dilez gwerc’hel gouzañvet er bugelvezh. Gouzañvidi an neuroz-se a reer anezho emzivadeion.