Tanijenn eus ul lodenn bras pe vrasoc'h eus ar mel penn, a c'hell bezañ a orin bakteriel, arvevadel, foueel, viruzel pe allergek ; kentael pe eilvedel d'un anaez hollek ; dredat pe kevret gant tizhad ar pilhon.
NOTENN : Ar boaz eo e galleg hag e saozneg arverañ an un termen evit aroueziñ diziforc'h tanijenn ar mel penn ha tanijenn an empenn ent strizh (sl. cérébellite).
Empennfo lemm anlinus o tarvezout e bogvezh pe e souzvezh holl boreoù ar vugale : ar vuvrec'h dreist holl, met ivez an difteriezh, ar ruzell, an drev, h.a. ; lies furm dezhañ : gliziel, seiziel, skiantennel pe vredel, o pareañ a-wechoù, o lezel alies arlenadoù trebadek evel an droukfell, disleberadur ar bred, al ledseizi dasstrizhek.
Empennfo broreuziat ha darreuziat e koskorvaez ar Misisipi, e Reter hag e Krenngornog ar Stadoù Unanet, kiriek dezhañ un arboviruz a stroll B (renket bremañ er Flaviviruzoù) treuzkaset gant ur moustik, an evned o vezañ mirva ar viruz ; deraouiñ a ra dre an derzhienn, laur ar c'higennoù ; goude un didorr berrbad ez adkrog feuls an derzhienn kevret gant klopennadoù taer, morgud, kefroù, dargrezadoù, krenerezh ; a-wechoù marvus, peurliesañ e tedro gorrek d'ar pare hep arlenadoù.
Pore deskrivet e 1917 ha steuziet e 1925, darreuziat pe skignek, o tizhout ar c'hrennempenn dreist holl hag oc'h emastenn a-wechoù d'ar mel ha d'an nervennoù trobarzhel ; ent klinikel e veze notet terzhienn, morvor, seizi nervennoù loc'hañ al lagad, laurioù berius ha kridoù, strafuilhoù bred ; etre 30 ha 40 % edo feur ar varvusted ; pa baree, e tisoc'he gwechoù 'zo goude un didorr hir pe hiroc'h gant kleñved Parkinson ; gwezher ar c'hleñved oa ur viruz nervgerc'h nes da viruz an eror.
Anvad rumm evit ur stroll empennfoioù a 'r c'hezeg, reoù anezho o tredizhañ an dud ; tri seurtad anezho : an e. marc'hel a rizh Kornog, a c'hoarvezas ar pennañ darreuziad denel anezhañ e North Dakota e 1941, gantañ strafuilhoù grevus : terzhienn, strafuilhoù nervel (koma), arlenadoù loc'hadel ha bredel, treuzkaset gant ar moustiked, ar mirva o vezañ ar c'hrignered hag an evned emdizher ; an e. marc'hel a rizh Reter hag an e. venezuelat, na dizhont nemeur an dud.
Seurtad empennfo darreuziat stadet e reter Azia, kiriek dezhañ un arboviruz a 'r stroll B renket bremañ er Flaviviruzoù ; dedreiñ a ra ent klasel evel empennfo Saint-Louis hervez daou lankad, poreel ha pilhonempennel ; piaouel dezhañ eo muiegezh ar strafuilhoù bred hag an dargrezadoù ha grevusted an arlenadoù bredel ha loc'hadel (azoniad parkinsonek).
Anvad a lakaer war an empennfoioù dibar diwar ur viruz hennadet : viruz ar gonnar, enteroviruz (viruz kleñved Heine-Medin, viruz Coxsackie, ECHO), arboviruz (stroll A renket er genad Alphavirus, stroll B renket er genad Flavivirus) (sl. arbovirose, echovirus, encéphalite virale).
Seurtad empennfo a zo e azonoù heñvel ouzh re ur yoc'henn empenn : barradoù droukfell, klopennadoù, c'hweladoù, strafuilhoù lagadel, bredel, ilpennel, kelc'hstrishaerel.
Teskad anadennoù nervel a stader gant ar vokserion a vicher, anezho un dizampartiz war washaat, digenurzh ar fiñvoù, krenerezh, a-wechoù reuter, migevaot ha divig kefredel ; gorrek hag argreskus eo an dedreiñ.
Empennfo diwar viruz, pe kentael (sl. encéphalite primitive à virus), pe eilvedel d'un tizhad viruzel emaez an nerveg : jotorell, grip (Mixovirus), eror (Herpesvirus, paotañ gwezher an e. viruzel en Europa), senkl, brec'h nij, ruzell, ruzig, h.a.) ; viruzoù (an Herpesvirus) a vez o wazhañ war eeun kelligoù an empenn, viruzoù all o werediñ dre ur wikefre hangaeel a rizh dreistkizidigezh daleet (da skouer, en empennmelfo lemm strewek) ; ekichen an empennfoioù diwar viruzoù hennadet e renker empennfoioù dianav c'hoazh o viruz pe gousellet hepken an arbenn viruzel anezho.
Kleñved o tizhout an deñved e Skos, kiriek dezhañ un arboviruz eus ar genad Flavivirus, treuzkaset gant an tarlask, naouus dre anadennoù nervel, krenerezh, peluzioù ha koma marvus alies ; dre zarvoud e vez poreet an den.
Vaksin diwar viruz ezniñvet diounezet dre deir ensinkladenn dangroc'henel.