1 Flakadur kambroù an empenn diwar iswask al liñvenn benn-kein. 2 Flakadur ur c'hofig diwar amwask ar galon dre ur fennad amgalonenn (kouchadur) (sl. tamponnade).
Rouestlad empenn lemm eus ur c'hleñved gwazhied, anezhañ ur boukadur (orc'had boukadel) pe ur gwadliñv empenn pe empenn-pilhon (orc'had gwadliñvel) (sl.apoplexie, ictus).
Skinluniñ gwazhied an empenn (talmerennoù, gwazhiennoù, korrwazhied) goude ensinklañ engwazhiennel un danvezenn demer ouzh ar skinoù X.
Kammneuziad gwazhiedel e-barzh an empenn, an ilpenn pe ar mel, anezhañ ur c'hehentad etre ar reizhiadoù talmerel ha gwazhiennel hep etrebezañs korrwazhied.
1 (Arver dispredet) darvoud kleñvedel trumm naouus dre goll ar genskiant hag an arc'hwelioù uhelañ diwar un darvoud gwazhiedel empenn, boukadur pe wadliñv (sl. accident vasculaire cérébral). 2 An orc'had empenn o vezañ alies un naoued gwadliñvel, ez eo bet astennet arver an termen apoplexie ha, da heul, orc'had d'ar gwadliñvoù lemm o c'hoarvezout e diabarzh gwiadoù hael an organoù (gwadliñvoù haelwiadel) : orc'had al luc'hsae, orc'had ar skevent, h.a. 3 (Arver dibaot) tachad marvenn wadliñvel diwar ensiladur lec'hiek an hemati (pe ruztregenk), dizalc'h diouzh anforzh ur wazhiedenn, devoudet gant ur strafuilh arc'hwelel en amred ar gwad evelkent (sl. infarctus).
Kammneuziad an empenn dre baouez an diorreadur anezhañ.
Anvad rumm holl gleñvedoù dic'henezhadel strewek pe hevonn o tizhout neuron ar bluskenn empenn ; ne renker ket e-touez an empennisteñvoù an isventoù diangorzh diouzh un argerzh dic'henezhañ.
A-zave d'an empenn (sl. accident vasculaire cérébral, cerveau, encéphale, ramollissement cérébral).
Skleroz gwazhied an empenn.
Anafoù an empenn e dianlen an ateroskleroz, naouus, ent neuziadurel dre annonoù loezennek hag, ent klinikel, dre ar seizi gaouhirvelel.
Lodenn uhelañ hag ec'honekañ ar mel nervel ; evit aozerion 'zo, ez eo kenster empenn ha mel penn, oc'h aroueziñ al lodenn eus an nerveg kreiz endalc'het gant ar c'hlopenn (eleze an empenn ent strizh, an ilpenn, hag ar c'hef empenn) ; evit re all, ent resisoc'h, e verk mel penn (PNA encephalon) endalc'had nervel ar c'hlopenn hag empenn (PNA cerebrum) al lodenn eus ar mel penn loet dreist telt an ilpenn (anezhi an div hanterenn empenn hag an derc'hvelempenn) (sl. diencéphale, encéphale, hémisphère, mésencéphale, prosencéphale, rhombencéphale, télencéphale, thalamencé-phale).
Parzhioù a 'r bluskenn empenn, nantoù pluskenn (Gl. sillons corticaux) ouzh o dispartiañ ; etre tolbezennoù (Gl. lobes) emañ rannet an hanterennoù empenn dre nantoù don hag etre an troennoù emañ isrannet ar bluskenn dre nantoù basoc'h ; an dolbezenn dal (Gl. lobe frontal) a ya pemp troenn d'he ober, en dolbezenn gitern (Gl. lobe pariétal) ez eus teir zroenn ha pemp en dolbezenn ividig (Gl. lobe temporal), c'hwec'h en dolbezenn gilpenn (Gl. lobe occipital), endra c'hoarvez an enezenn (Gl. lobe de l'insula, TA insula) a bemp troenn.
Frankaennoù ar gavenn endan-gevnidek, enni liñvenn benn-kein, loet e lec'hiennoù diseurt : oglenn ar c'hogn pont-ilpenn pe oglenn ar poull kostezel (Gl. citerne de l'angle pontocérébelleux), oglenn gwazhienn vras an empenn (Gl. citerne circumpédonculaire), oglenn etre-troadoù (Gl. citerne interpédonculaire), oglenn rak-hirvel (Gl. citerne prébulbaire), oglenn vras (Gl. grande citerne).
Koma don, naouus, ouzhpenn dre goll arc'hwelioù ar c'hehentiñ, dre steuz bloc'hel an arc'hwelioù struzhel (analerezh, amred ar gwad, gwerederezh tredanel an empenn) ; an dreistbeved ne bad nemet diwar goust ardivinkoù gwenterezh kalvezadel ha trefennadoù uswaskeiat ; darvezout a ra da heul un ezwal kalonanaladel hirbad pe diwar anafoù drastus ar c'hreizennoù nervel ; goude 24 eurvezhiad trac'homa e vez hollel ha dieiltro koll arc'hwelioù an nervreizhiad.
Stroñsadenn an empenn o tevoudañ raktal ur c'holl a 'r genskiant, berrbad peurliesañ, met gant strafuilhoù ar c'hounerezh da arlenad boas.
Lavnenn steuñvenn louet en dro d'an div hanterenn empenn ; studiet e vez ekeñver he c'hefluniadur (adeiladezh, Gl. architectonie), trevnadur he c'helligoù (kelligadeiladezh, Gl. cytoarchitectonie), staladur ar gwiennoù mielinek diouti (mielinadeiladezh, Gl. myéloarchitectonie).
Seizi trumm ha tremeniat (ledseizi, unseizi, ankomz, ledangwel) o tarvezout gant ur gouziviad uswaskek, diwar ur grezvarr iswask pe andag un dalmerenn empenn.
Anvad rumm evit tizhadoù neuziadurel grevus eus an empenn o tarvezout da heul poreadoù, pistriadoù (alkool, plom), daralladoù eus ar stad hollek.
Azledad a-zerc'h ha kreizer diwar ar bilhonenn dev, enlenet en araok ouzh ar glipenn gilhog, en adreñv ouzh lodenn greizer telt an ilpenn, oc'h amparañ ur wareg dreist ar c'horf karnek hag ur speur etre div hanterenn an empenn.
Imbourc'hiñ an empenn diwar-bouez ur skinizotop (gwadveiz-albumin tiellet gant an iod pe an teknetiom 99m) ensinklet en ur wazhienn ha dinoet dre ur c'honter Geiger ; an araez eo da zeznaouiñ ha da zelec'hiañ anafoù gwazhiedet puilh (yoc'hennoù, hogennadoù gwad, kleizennoù).
Neridigezh ledan gwiad ar glia, treweek ar c'helligoù anezhañ, kuñv peurliesañ.
Tolzenn wiad nervel enklopennel disrannet diouzh an hanterenn all gant falc'h an empenn ha diouzh an ilpenn gant an telt anezhañ, ouzh he ober ur bluskenn ha gronnoù diaz a steuñvenn louet, steuñvenn wenn etrezo (sl. cerveau).
Anafoù skleroz kozhiadel e-barzh gwiadoù ar mel penn e rezh kleuzennoù diwar angwazhiadoù bihan er steuñvenn wenn hag e gronnoù an diaz, erzerc'haet dre ar seizi gaouhirvelel (sl. paralysie pseudobulbaire).
Tachad eus ar bluskenn empenn o klotañ gant un eraeziñ pe ul loc'hañ dibarek el lec'h-mañ lec'h eus ar c'horf ; savelet eo bet glennad ar c'heflec'hiadoù empenn dre studiañ ar c'heñver etre anafoù an empenn ha daralladoù ar merzhout hag ar fiñval ; ent arnodel pe dre stadadennoù graet e-kerz an oberatadennoù war an empenn, e noter klotadurioù etre ar broudañ arloet ouzh tachadoù diseurt eus an empenn hag an eraezadoù diskleriet gant ar gouziviad pe an argrezadoù o c'hoarvezout gant kigennoù e gorf .