A-zivout ur reizhiad alvezel en araez da arc'hwelañ hep emell an den.
1 A-zivout ur reizhiad vevedel e kement m'he deseller evel reizhiad alvezel, sk. : an damougoù studiet evel gwezhiadoù emgefreek. 2 A-zivout ur gwezhiañ andiarvenn e kement m'en deseller en e zarempred gant an oberoù diarvenn, sk. : an analañ studiet en e zaou arvez diarzoug ha diarvenn (sl. intentionnel, volontaire).
1 Dezioulañ en e zaou lankad, diarzoug ha diarvenn, dec'hanet gant leunder ar c'hwezhigell pe gant ur c'hentrigañ kroc'hen. 2 Damoug dezioulañ diwar melemgefren, da heul un anaf er mel a-livenn.
Kalvezder gwiriañ kammadoù engwezhiet da geñver un treuzkas. Diazezet emañ war an arver eus bonegoù dinoiñ kammadoù : an dehaezadour, savelet gantañ ez eus ul lerc'hwezadur kammadek, a gas ent emgefreek d'an dehaezer ur pedad d'e arren.
Hollad ar c'halvezderioù keweriañ ar stlenn teuliadurel o amkan kelaouiñ an arveriaded ha respont o goulennoù diwar-bouez meziantoù diuz hag arglask a-geñver gant an titloù, an aozerion, an danvezioù, h.a.
Trevnad meziantoù en araez, diwar ar gwehentoù arc'hwelel ha deskrivadur ar skoroù hag ar modoù haeziñ, da bourchas ur goulev gant e deuliadur, frammlunioù hag all.
Rizh gouleviñ ma ra ar goulever gant skoazell ur riñverez, da skouer evit gwiriañ reizhded ar skrivadur e-keñver ar prezegadoù kinniget.
Arnodiñ aveadoù elektronek, peurliesañ dre hentennoù emgefreek, oc'h arverañ kewerieroù ha meziantoù dibarek.