Preder
dysharmonie évolutivedysharmony evolutionarydigengann g. an emdreiñ ― Geriadur ar vezekniezh

Strafuilh an diorren bredel o teraouiñ peurliesañ a-raok an oad a 6 vloaz, naouus dre an azvedigezh dizingal eus an arc'hwelioù kefredel ha kantaezel ; aliet eur gant an International Classification of Diseases (Rummadurezh etrevroadel ar c'hleñvedoù) da arverañ an anvad pervasive developmental disorders (direizhoù aloubus an diorren) e lec'h an termen dysharmony evolutionary bet luniet gant ar vredelfennerion.

évolueremdreiñ bn. emdro- ― Gervaoù skiant
évolueremdreiñ bn. emdro- ― Geriadur ar fizik
évolutif1 evolutive 2 evolutionary1 dedroat aa., dedroadel aa. 2 ˘emdreiñ, emdroat aa., emdroadel aa. ― Geriadur ar vezekniezh

1 A-zivout un anaez pe un anaf war zaskemm ha peurliesañ war c'hrevusaat, sk. : remm dedroat. 2 A-zave d'an emdreiñ (sl.  dysharmonie évolutive).

NOTENN : Br.  emdreiñ ha deveradoù a sell ouzh dibun an diorren reol, Br.  dedreiñ, hollekoc'h, a sell ouzh an dibun eus argerzhioù diseurt, kleñvedel pergen.

évolutionevolution1 emdroadur g., emdreiñ 2 dedro g., dedroadur g., dedreiñ ― Geriadur ar vezekniezh

1 Diorren un organ, ur bev pe un hil bevion ; emdroadur unandarzhel pe unandarzh (Gl.  évolution ontogénétique, ontogenèse pe ontogénie) a reer eus diorren an hiniennoù ; emdroadur hildarzhel pe hildarzh (Gl.  évolution phylogénétique, phylogenèse pe phylogénie) a reer eus diorren ar spesadoù ; emdroadur gouskoev pe gouskoevad a 'n emdreiñ eo diorreadur un organ, ur gwiad o forc'hañ diouzh ar goulev reol (oc'h ec'houleviañ) hag o tisoc'h gant neuziadoù pe lec'hiadoù ezreol. 2  Dedroadur ur c'hleñved a reer eus dibun ar pazennoù anezhañ.

onychogène : évolution ∼onychogenic evolutionemdreiñ ivinbaradel ― Geriadur ar vezekniezh

Emdreiñ o c'hoarvezout gant kelligoù Malpighi e par korf an ivin (TA  corpus unguis, Gl.  plaque unguéale) hag o vont betek furmiñ holl elfennoù an ivin.