Preder
facteur inhibiteur de la migration (des leucocytes et des macrophages)migration inhibitory factor, MIFparenn heuder emdizh (al leukokit hag ar makrofag), MIF ― Geriadur ar vezekniezh

Parenn wrezstabil, unan eus hanteradoù dourennel hezileizh an hangae kelligel, borc'het gant al limfokit toazonamplegat ; dilaosket e vez gant al leukokit a-ziastok an antigen ez int kizidikaet outañ (tennad kentañ, spesadel) ; en un eil tennad, anspesadel, e wered war ar c'helligoù douger pe get d'an kez antigen, o tazgludañ ar c'helligoù unkraoñellek engwazhiedel ha tregenkat.

leucocytes : test d'inhibition de la migration des ∼leucocyte migration inhibition testprouad heudiñ emdizh al leukokit ― Geriadur ar vezekniezh

Prouad amkanet da imbourc'hiñ kizidikadur al leukokit (pe ar makrofag) ouzh un antigen ; penn digor ur vrigerenn dall leuniet gant un arlugad limfokit a souber en ur gibanad metoù tiñvañ ouzhpennet dezhañ an antigen ; goude 18 h e-barzh un tesaer da 37°C e stader o deus emdizhet al leukokit d'ar gibanad a-bezh pa nad int ket kizidikaet ouzh an antigen pe, en eneb, mard int kizidikaet, ez eo bet heudet o emdizh hag e chomont gronnet ekreiz ar giban en dro da benn ar vrigerenn ; prouad hemañ a gevaraez erc'hwiliañ an hangae dre handizh kelligel (sl.  facteur inhibiteur de la migration (des leucocytes et des macrophages), hypersensibilité différée ou retardée : réaction d', immunité, immunité).