Dreistastenn ha dreistc'hwelañ ar penn o tevoudañ an nistagmuz pa vez skorted mellkein-diazpenn (sl. insuffisance vertébrobasilaire).
1 (Ster ledan) gwezhiad renet gant ar c'horf, gant an daouarn pergen, war un amkan lavaret. 2 (Ster mezegel) araezad klinikel, surjianel pe amiegel amkanet d'ober kemmañ lakadur d'ur gouziviad, d'ur parzh korf pe d'ur grouell, evit ren un imbourc'h, ur prederiadur pe ur gwilioud.
Embregad amkanet da lakaat war wel glenell ur yoc'henn eus ar vronn ouzh kigenn vras ar brennid : heloc'hded ar yoc'henn war an talennoù don a vez leiaet pa vez lakaet kigenn vras ar brennid da argrezañ, en ur herzel ouzh fiñv nesaat brec'h ar c'hlañvour.