Embreg arveret da arglask strafuilhoù en tant emstumm.
1 (Ster ledan) gwezhiad renet gant ar c'horf, gant an daouarn pergen, war un amkan lavaret. 2 (Ster mezegel) araezad klinikel, surjianel pe amiegel amkanet d'ober kemmañ lakadur d'ur gouziviad, d'ur parzh korf pe d'ur grouell, evit ren un imbourc'h, ur prederiadur pe ur gwilioud.
g. Marie-FoixEmbreg amkanet da anataat seizi an dremm gant ul ledseizieg er c'homa ; ar pouezañ war nervenn an dremm a-dreñv balegoù ar chagell ne laka kigennoù an dremm da argrezañ nemet en tu bonan.
Prouad amkanet da zinoiñ an uswask talmerel hañvalat (gaouuswask) gant henaded o zalmerennoù sklerozek hag anamwaskadus gant brec'hgenn ar gwaskventer, hemañ o wereañ sifroù reñverek e-skoaz ar gwask gwirion ; yaek eo ar prouad pa chom teutadus an dalmerenn a-werzhid goude ma volc'her ar brec'hgenn dreist ar gwask sistolel hañvalat.
An ober e sell d'un disoc'h, kevenep d'an anaoud damkanel.
Erbedadennoù danzeet ent hentennek gant an Amsez Riezel Enkredekaat hag Endalañ er Yec'hed (AREAY) ha goude gant Aotrouniezh Uhel ar Yec'hed (AUY), amkanet da skoazellañ an embregour da zibab an arouelioù azasañ en amveziadoù klinikel roet. Eztennet eo anezho an Daveoù Mezegel Enebadus (DME) gant sinerion ar C'henouestl mezegel.
Kiziata gant ur biz talbenn palvel penn biz kreiz pe biz yod pleget ar gouzrec'h, an dorn o vezañ palvsavet. Ent reol e telusk plegadur ar bizied. Diwar-bouez an damoug-se ez imbourc'her c'hwec'hvet gwrizienn nervennoù ar gouzoug.
Kalvezder o kevaraezañ uhelaat ar gwask er fric'hargadenn dre ec'hanalad helc'het, genoù serr ha divfron piñset, e sell da assav pe da amprouiñ heforzhded ar gorzenn glevedel. Seurt embreg a uhela ar gwask enbruskel, ar gwask talmerel a-skevent hag ar gwask gwazhiennel trobarzhel, hag a izela ivez an distro gwazhiennel er galon. Gwanaat a ra ivez kreñvder an holl sourroù kalon, nemet hini ar c'halongaherad stevius a zo kreñvaet. Pa baouez an embreg dre adkregiñ da analañ ez adkav sourroù ar galon dehoù o c'hreñvder kent re ar galon gleiz.