1 Lenidigezh ouzh an eozin hag al livuzennoù trenkek. 2 Usniver ar granulokit eozinofil (dreist 500 / mm³), stadet er stadoù allergek, gant kankroù 'zo, gwadnaouedoù 'zo, h.a.
Reñver niver al leukokit er gwad amredat (dreist 10 000/mL) (sl. leucocytose)
1 Feur al leukokit er gwad (ent vonan etre 4 000 ha 10 000/ml). 2 Reñver leiek ha tremeniat kelligoù gwenn er gwad pe en ul levruzenn.
NOTENN : N'eo ket unvan arver Gl. leucocytose ; o vezañ ma oa engwezhiet en ur ster all an termen leucémie, e tivizas an aozerion reiñ da leucocytose ar ster hollek “feur al leukokit er gwad", ha luniañ an termenoù hyperleucocytose “reñver leukokit er gwad" hag hypoleucocytose, leucopénie “diouer leukokit er gwad" ; aozerion 'zo avat a reas da leucocytose talvezout kement ha “reñver leiek ha tremeniat al leukokit" en ur amberzañ hyperleucocytose evit ar reñverioù muiek (e leukemiezhoù 'zo da skouer) ; kinnig a ran : Br. gwennriñv “feur al leukokit er gwad", gwennisriñv (pe olgwenn) “diouer leukokit er gwad" ha gwennusriñv pe elwenn “reñver leukokit er gwad", en ur ouzhpennañ diouzh ret Br. gourelwenn da aroueziñ ar feurioù uhel kenan (sl. hyperleucocytose).