Kementad gwad erlusket gant pep kofig eus ar galon e-doug ur munud (arouez Q° ), e-tro 5,5 l ent reol ; muzuliet e vez dre bennaenn Fick pe diwar-bouez dizolc'hiñ ur merker dre liv pe dre wrez (sl. Fick : principe de ∼, index cardiaque, thermodilution, index cardiaque, thermodilution).
Kementad gwad erlusket dre bep argrezad eus ur c'hofig kalon ; da geñver pep sistol e tiflistr pep kofig etre 70 hag 80 mL gwad.
Ec'honad CO₂ dewerzhet e mililitroù distaolet dre vunud gant amred ar gwad el logigoù skevent hag ezwentet dre an anal, eleze ent reol 200 mL/min.